Kaozeal:Hlodwig Iañ
Klask a ran diaes komz eus Bro C'hall d'ar mare ar franked.
Marteze e vije gwelloc'h komz eus Hlodwig Iañ ar franked ?
--Paotr 6 Her 2005 à 07:36 (UTC)
Ne ran emet heuliañ boazioù kozh-tre : ur rummad klok niveroù a ya eus Loeiz Iañ (Hlodwig) beteg Loeiz XVIII hag eo Karl veur Karl Iañ a Vro-C'hall penn an heuliad beteg Charlez V kouls ha Karl Iañ a Vro-Alaman evit an Alamaned. Pa ne veze ket mui kaoz eus Rouantelezh ar Franked en XIIIvet kantved, penaos e tisplegfer e kendalc'h niveradur ar roueed goude roet un anv nevez d'ar rouantelezh?
Ch. Rogel 6 Her 2005 à 22:55 (UTC)
A-du on gant Paotr, ret eo chench anv ar pennad da Hlodwig Iañ. Bro-C'hall n'eo bet krouet nemet kalz diwezhatoc'h... Benoni 26 Her 2006 da 22:05 (UTC)
Er-mare-se ne veze ket kaoz nemet eus Galia ha ne oant ket ar Franked mistri ar vro a-bezh : gwelet e oa bet Hlodwig gant an eskibien Galia evel hêr ar Romaned. Ma heulier ho soñj e vo meur a anv evit ar rouantelezh hervez ar mareoù. Dalc'hit soñk ne oant ket roueed "Frañs" ar roueed gall a-raok an 13vet kantved : betek-hen e oa titl ar roue Rex Francorum ha nompass rex Franciae h. Gwelloc'h ober gant Bro-C'hall seul vui n'eus netra da welout ar ger, na gant ar Galianed, na gant ar Franked. --Ch. Rogel 26 Her 2006 da 22:51 (UTC)
Met, "Hlodwig 1añ" a zo trawalc'h... Ha ne oa ket "a vro C'hall", setu eo faos an titl evit ar mare... Benoni 26 Her 2006 da 22:53 (UTC)
Klasket em eus lakaat da vezañ komprenet n'eo ket posubl sellout ouzh an titloù a oa d'ar mare-se da Hlodwig (meur a anezho a oa dezhañ e latin hag e frankeg) : ret eo sellout ouzh an tiernelezhoù gall a-bezh ha dibab an titl komprenusañ ha memestra evit ar broioù all. Un hengoun eo lakaat Hlodwig da benn an tiernelezhoù gall hag lakaat Nevenoe da zug Breizh ivez, rak ne oa duged ebet en e amzer, dux ne lavaran ket, hag anvet e oa an "duxed" evit abegoù milourel : ur seurt jeneral ha prefed rannvroel e oa hervez reolennoù ar Romaned. Daoust hag-eñ e vo lemmet Nevenoe eus roll an duged kuit? Ha perak ne vije ket lakaet Alan III da roue Breizh p'eo bet lesanvet "Ribrit"? Gwelloc'h ober gant an termenoù simplañ hag hengounelañ evit an titloù. --Ch. Rogel 27 Her 2006 da 12:28 (UTC)
Met an titl eo a zo da chench! Hlodwig a oa roue ar franked ha pas "Roue Bro C'hall". Met e galleg eo just "Clovis" ha pas "Clovis roi des francs" ha nebeutoc'h c'hoazh "Clovis roi de France". N'eus ket ezhomm kaout un doktorelezh war an istor evit kompren seurt tra memestra. Ar pezh a rez a zo ur fazi istorel grevus, un "anakronism". Me zo kelenner war an istor, ha ne asantfen ket seurt fazi digant va studierien! Benoni 27 Her 2006 da 12:46 (UTC)
Mar komprenan mat, ret eo lakaat roue ar Franked evit ar roueed gall o deus bet an titl-se betek Loeiz VII. Met petra ober eus Fulup Aogust hag a zo bet roue ar Franked (betek 1204) koulz hag rex Franciae (adalek 1190)? Setu ar pezh a c'hoarvez pa ne klasker ket sellout spis ouzh an traou. Ar simplañ, ar gwellañ hag displegadennoù klok er pennadoù, setu ar rekipe evit bezañ sklaer. War ar wiki gall (http://fr.wikipedia.org/wiki/Liste_des_monarques_de_France), n'eus titl roue gall ebet a-raok Louis II de France. En derou e oa anavezet roued ar Franked evel roueed Galia (consul ha praefectus, da gentañ) gant ar Pab, an atebegezh nemeti war an traou-se. Ne weler ket ar ger Francia a-raok an 9vet kantved, evit un abeg nemetañ : Gallia a veze implijet muioc'h gant an tud-iliz hag e chomo implijet kantvedoù-pad. Diaes d'an istorourien gall diverkañ an dislavar, nemet en ur diverkañ an titl. E brezhoneg, ni hon eus ur moien evit diskoulm ar gudenn gant ur ger neptu ha ne ra dave na da C'hallia, na da Francia. p'eo bet savet diwar savboent ar Vrezhoned. --Ch. Rogel 27 Her 2006 da 16:24 (UTC)
Lennet 'm eus ar pennadoù war ar wiki galleg. Met tu zo displegañ kement-mañ e diabarzh ar pennad. N'am eus ket cheñchet netra e diabarzh ar pennad. An titl nemetken a oa faos. Ha Bro C'hall n'eo ket neptu peogwir e talvez kement ha Frañs hiziv an deiz... Benoni 27 Her 2006 da 16:30 (UTC)