Childerig Iañ
Neuz
Childerig Iañ
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Anv e yezh-vamm an den | Childéric Ier |
| Anv-bihan | Childéric |
| Titl noblañs | king of Salian Franks |
| Deiziad ganedigezh | 436 |
| Lec'h ganedigezh | talvoud dianav |
| Deiziad ar marv | 481 |
| Lec'h ar marv | Tournai |
| Lec'h douaridigezh | Tournai |
| Tad | Merovech |
| Pried | Basina |
| Bugel | Hlodwig Iañ, Audofledis, Lantechildis, Albofledis |
| Familh | Meroveed |
| Micher | monark |
| Karg | Roue ar Franked |
Arabat droukveskañ gant Chilperig Iañ.

Childerig Iañ a oa Roue ar Franked (457- 481) ha kentañ roue tierniezh ar Veroveed. Dimezet e oa d'ar briñsez Basina, eus Turingen. Tad e oa da Hlodwig Iañ.
Gouzout a reer e oa war un dro rex, roue ar Franked ha gouarnour roman Belgia secunda. Pagan e oa.
Kentañ meneg eus Childerig a oa e 457, e Liber Historiarum Gregor Teurgn[1]. Er bloaz-se e veze Childerig o tizenoriñ gwragez e sujidi, ma sachas konnar ar bobl war e choug ha ma rankas tec'hel da Dhuringen ma chomas e-pad eizh vloaz.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1653 e voe kavet e vez, ennañ bravigoù aour hag ur paludamentum, ur vantell ruz douget gant ar jeneraled roman.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (la) Gregor Teurgn : Liber Historiarum, levrenn II,12