Hlodwig

Eus Wikipedia

C'hlodwig, pe Hlodwig, zo un anv frankek, doare kozh an anv gallek Clovis.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chlodowegh eo ar stumm frankek orin, diwar chlod (« brud », « brudet ») ha wegh (« emgann »), ha talvout a ra kement ha « Klod en emgann ».

  • Diwar c'hlod eo ivez an anvioù frankek all Chlotar (ha Lotar), Clodomir, ha Klotilda.
  • Gant wegh e klot an dibenn brezhonek « kad » (Kadored, Kadoudal),

Clovis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stumm latinekaet e oa Clovis: pa ne oa ket a "c'h" e latin e veze skrivet "c", a-wechoù "ch". Ar stumm gallek nemetaén eo hiriv, goude ma ne oa son /k/ ebet en anv orin.

Evit kompren penaos eo emdroet an anv latin Clovis e challer tennañ ar C eus Clovis, ha lakaat un u e-lec'h ar v : ha setu an anv Louis.

Louis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar an anv-se e teu an anv gallek Louis, tra ma oa aet an anv orin da Ludwig en alamaneg, ha da Ludovicus e latin, evit reiñ Ludovic e galleg ivez.

Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]