Syagrius
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Afranius Syagrius, ganet e 430 ha marvet e 486 pe 487, a oa ur jeneral galian-ha-roman e hanternoz Galia ar {{Vvet kantved]].
Mab e oa da Aegidius, magister militum per Gallias, a oa deuet a-benn da zifenn hanternoz Galia goude freuzet Impalaeriezh roman ar C'hornôg. E 464 e varvas Aegidius.
Istorourien zo(Kaoz dispis) a lavar e oa mab da Aetius, a voe trec'h war an Huned e 451. War un dachennad galian-ha-roman etre ar stêrioù Somme ha Liger e rene Syagrius marteze, hervez an istorour Léon Fleuriot, gant skoazell pennoù-brezel brezhon evel Riothamus. E Soissons e oa e gêr-benn. Ne oa ket klok e c'halloud zoken er rannvro-se, war a seblant(Kaoz dispis) avat, rak gant ur penn-brezel brezhon e oa dalc'het Bleaz.
N'ouzer ket petra e oa e ditl. Gregor Teurgn a ra Rex Romanorum ("Roue ar Romaned") anezhañ, met estrañjour d'ar c'hustumoù roman eo an titl-se. Ar gwirheñvelañ eo e raed dux ("bleiner") anezhañ hag e oa ar pezh a anvfed un tiern a vrezel hiziv.
Eus 464 betek 484 e renas ha, da gentañ, un nebeud berzhioù en doe a-enep ar varbared. Gant skoazell Childeric e kasas kuit ar Saksoned a oa en em staliet e traonienn al Liger. Broc'hañ a reas neuze gant ar Franked ha, ma kreder Léon Fleuriot, o c'has kuit a reas eus Galia an Norzh war-dro 470.
E 486 avat e voe argaset gant Hlodwig a oa aet da roue ar Franked war-lerc'h Childeric hag en doa adunvanet e bobl. Faezhet e voe Syagrius en emgann Soissons ha Hlodwig a berc'hennas e rouantelezh. E rouantelezh ar Vizigoted e repuas Syagrius met o roue Alarig II a vac'has anezhañ a-raok e zaskor d'ar Franked.
E 487 e voe dic'houzouget e kuzh gant Hlodwig, hervez Gregor Teurgn.