Tiern a vrezel

Eus Wikipedia
Feng Yuxiang, un tiern a vrezel eus Sina

Un tiern a vrezel a zo un den a ren de facto un darn eus ur vro abalamour d'ul arme feal dezhañ e-unan ha pas d'ar gouarnamant. Disheñvel eo diouzh un aotrou gladdalc'hel a c'hell kaout ur veli vras hag un arme dezhañ met a denn e reizhder eus ar gouarnamant kreiz.

Un droidigezh eus ar ger alamanek Kriegsherr eo. Ijinet e oa bet de livañ ar rouestl a rene e Sina goude marv Yuan Shikai. En implijout a reer, avat, ivez, da livañ anadennoù damheñvel e lec'hioù ha mareadoù arall evel e Somalia, Bro-Japan e-pad ar maread Sengoku pe e Sina e-pad maread an Teir Rouantelezh.

Tierned a vrezel en Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud pennoù eus bagadoù gopridi a oa aet da dierned a vrezel e-pad ar Grennamzer goude m'en doa fontet ar gouarnamant kreiz evel e bro-Alamagn e-pad an Etrerenadur Bras pe e Bro-C'hall goude Emgann Poitier. Ar re vrudetañ anezho a oa John Hawkwood, Roger de Flor pe Hugh Calveley

Tierned a vrezel e Bro-Japan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oda Nobunaga, un tiern a vrezel japanat

E-pad an darn vrasañ ar XVIvet kantved (ar maread Sengoku e oa renet Japan gant tierned a vrezel. Ur c'hastell hag ul lu dezhañ e-unan a oa gant pep hini.

Tierned a vrezel pouezus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

* Oda Nobunaga
* Uesugi Kenshin
* Takeda Shingen
* Hojo Soun
* Toyotomi Hideyoshi
* Tokugawa Ieyasu

Tierned a vrezel e Sina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a wech e oa renet darnoù 'zo eus Sina gant tierned a vrezel. Ar wech diwezhañ a oa goude an Dispac'h Xinhai e 1911, pa embannas kalz proviñsoù e oant dieub. Padout a reas Maread an Dierned a Vrezel betek Argasadeg an Hanternoz, zoken ma chomas pouezus an dierned a vrezel betek 1949, pa gemeras ar gomunourien ar galloud.

Tierned a vrezel vrudet eus maread an Teir Rouantelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

* Gongsun Kang
* Gongsun Yuan
* Yuan Shao
* Sun Jian
* Cao Cao
* Liu Bei

Tierned a vrezel vrudet ar maread ar remziad Jin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

*Puxian Wannu

Tierned a vrezel e Republik Sina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

*Zhang Zuolin (Chang Tso-lin) 
*Zhang Xueliang (Chang Hsüeh-liang)
*Zhang Zongchang (Chang Tsung-ch'ang) 
*Feng Yuxiang (Feng Yü-hsiang) 
*Bai Chongxi (Pai Ch'ung-hsi) 
*Yan Xishan (Yen Hsi-shan) 
*Wu Peifu

Tierned a vrezel er bed a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer tierned a vrezel e-barzh un nebeud broioù m'en deus fontet ar gouarnamant kreiz pe m'eo aet re wan da gontrolliñ tout e ziriad.

* Somalia
* Inizi Salomon
* Republik Demokratel Kongo
* Afganistan

Tierned a vrezel el lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danevellañ a ra ar skrivagnerez amerikan Pearl Buck buhez un tiern a vrezel eus amzer Republik Sina en he romant Mibien Wang Lung.

Tierned a vrezel er skiant-faltazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dierned a vrezel a zo boutin tre en darn-mañ eus ar skiant-faltazi a liv fontadeg ar sevenadur