Mont d’an endalc’had

Alarig II

Eus Wikipedia
Ur pennad Alarig zo ivez.
Alarig II hervez al livour spagnol Rufino Casado (~1852-1880)
Biblioteca Nacional de España, IH/134/9

Alarig II (Alareiks e goteg, Alaricus e latin) a voe roue ar Vizigoted adalek 484 betek 507.

Mab e oa da Eurig, roue ar Vizigoted en e raok. Ren a reas war Septimania (pe : Gotia, da lavaret eo ar rannvro c'halian a oa etre ar stêr Ron, ar Pireneoù hag an Torosad Kreiz) ha war an darn vrasañ eus Hispania (war-bouez ar gwalarn), war Akitania ha war an darn vrasañ eus Provañs. E gêr-benn a lakaas en Aire-sur-l'Adour (Vicus Julii) en Akitania.

Kristen e oa, hogen arian. Daoust da se ne oa ket enebet kement hag e dad Eurig ouzh ar gatoliked, hag aotreet e voent gantañ da zerc'hel ur Sened-Iliz en Agde da heul al lezennaoueg anvet Breviel Alarig, a voe embannet e 506.

Dornskrid Breviel Alarig zo miret en Clermont-Ferrand (Xvet kantved).

Trec'het ha lazhet e voe gant Hlodwig Iañ en emgann Vouillé (e-kichen Poitiers, Vienne) e 507, ha dre-se e voe echu gant ren ar Vizigoted war Akitania.

En e raok :
Eurig
Roue ar Vizigoted War e lerc'h :
Gesalec