Mont d’an endalc’had

Aetius

Eus Wikipedia
Aetius
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh roman ar C'hornôg, Henroma Kemmañ
LealdedImpalaeriezh roman ar C'hornôg Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFlavius Aetius, Flavius Aëtius Kemmañ
Praenomentalvoud ebet Kemmañ
Deiziad ganedigezh390s Kemmañ
Lec'h ganedigezhSilistra Kemmañ
Deiziad ar marv21 Gwe 454 Kemmañ
Lec'h ar marvRavenna Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Killed byValentinian III Kemmañ
TadGaudentius Kemmañ
Priedtalvoud dianav, Pelagia Kemmañ
BugelCarpilio, Aetia, Gaudentius Kemmañ
Micherpolitiker, milour Kemmañ
Kargkonsul, senedour roman Kemmañ
Grad milourelMagister militum Kemmañ
BrezelBattle of Ravenna, Emgann Campus Mauriacus Kemmañ
Skour luLate Roman army Kemmañ
PrantadLow Roman Empire, late antiquity Kemmañ
Divdaolenn Aetius (diasur eo).

Aetius, pe Flavius Aetius, bet ganet war-dro 395 e Durostorum (hiziv Silistra, e Bulgaria) hag aet da Anaon (muntret) d'an 21 a viz Gwengolo 454, a oa senedour roman ha pennjeneral arme en Impalaeriezh roman ar C'hornôg dindan an impalaer Valentinianus III (425-455).

Da zen-gouestl e oa bet kaset da-douez ar Huned, ma teuas da vout mignon da Attila[1].

Sevel a ra Aetius a-du gant Johannes (423 / 425).

Tri deiz goude marv Johannes (e miz Mae 425), Aetius en em gav en Italia gant 60 000 Hun, evit difenn Johannes. Mes dre ma oa marv Johannes (lazhet war urzh Galla Placidia), e rankas kompeziñ gant houmañ, hag e lakaas an Huned da vont en-dro, goude bet paeet.

Galla Placidia, o kompren eo gwelloc'h kaout Aetius a-du ganti, a savas anezhañ da gont[2].

Aetius a zo bet koñsul peder gwech ː

- e 432, evit ar C'hornôg, da heul Valerius (hemañ evit ar Reter)

- e 437, evit ar C'hornôg, da heul Flavius Sigisvultus (hemañ evit ar Reter)

- e 446, da heul Symmachus, o-daou evit ar C'hornôg.

- e 454, da heul Studius, o-daou evit ar Reter[3].

Goude marv Galla Placidia, mamm an impalaer Valentinanus III, d'ar 27 a viz Du 450, hag hemañ hep mab, Aetius a ginnigas neuze dezhañ dimeziñ e vab Gaudentius da Eudocia, merc'h henañ Valentinianus, oadet a 12 vloaz.

Attila aet da ober brezel ouzh an impalaeriezh roman, e 451, Aetius a savas un arme a-enep Attila. An arme-se a oa enni Romaned, Wizigoted, Burgonded, Franked, Saksoned, Armorikaned (Galianed-ha-Romaned etre ar stêr Liger ha Mor Breizh). Trec'h e voe Aetius war Attila en Emgann Chalons, e fin Mezheven pe digor miz Here 451.

Diwar se, Valentinianus a gemeras disfiz diouzh Aetius ha c'hoant hemañ da gemer ar galloud warnañ. D'an 21 a viz Gwengolo 454, Valentinianus a c'halvas Aetius da zont da Roma en e balez. Drouk-ruz ennañ, Valentinianus a lakaas lazhañ Aetius, pe a lazhas anezhañ e-unan[4].

War-lerc'h Aetius e voe renet an Impalaeriezh gant Ricimer, a orin suev ha vizigot, hag ar Burgond.

An istorour Georges Bordonove en deus skrivet diwar-benn Aetius ː "Il avait pourtant commencé sa carrière comme un aventurier sans scrupules" ("Kroget en devoa koulskoude e vuhez evel un den diskorpul"[5] An istorour Maurice Bouvier-Ajam a skriv ː "On peut soupçonner fortement Flavius Aetius d'avoir toujours envié la pourpre impériale". "Gallout a reer soñjal kreñv en devoa bet c'hoant Flavius Aetius da gemer dilhad limestra an impalaeriezh"[6]

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Georges Bordonove : Les rois qui ont fait la France. Clovis et les Mérovingiens. Pygmalion. 1988. p. 35
  2. François Zosso & Christian Zingg, p. 189
  3. André Blanc. L'homme emprisonne le temps. Les Calendriers. Les Belles Lettres.1986.
  4. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994
  5. Georges Bordonove. p. 35
  6. Maurice Bouvier-Ajam : Attila. Librairie Jules Tallandier. 1982