Kant-Devezh
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Kant Deiz, pe Kant-Devezh a vez graet eus ur prantad eus Istor Bro-C'hall, ar c'hant deiz zo bet etre :
- ar 1añ a viz Meurzh 1815, pa zistroas Napoleon Iañ da Vro-C'hall o tilestrañ e Vallauris (Alpes-Maritimes a-vremañ) goude kuitaat enez toskan Elba e-lec'h ma chome harluet abaoe ar 4 a viz Mae 1814 (Feur-emglev Fontainebleau (1814)).
hag
- an 22 a viz Mezheven 1815 pa rankas an Impalaer dilezel ar galloud evit an eil gwech, kent bezañ harluet da Enez Saint Helena betek e varv.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Trec'h e oa bet luioù Prusia hag ar Rouantelezh Unanet war hini Bro-C'hall en Emgann Waterloo d'an 18 a viz Mezheven 1815.
Graet e vez Kentañ Restaorasion eus ar renad politikel a oa en e raok hag Eil Restaorasion eus an hini war e lerc'h.