Janed Iañ Navarra

Eus Wikipedia
Disambiguation.svg Ur pennad Janed Navarra zo ivez.
Janed Iañ, Rouanez Navarra.

Janed Champagn, pe Janed Iañ Navarra (1271-1305), a oa kontez Champagn ha Brie, rouanez Navarra (1274-1305), ha rouanez Bro-C'hall (1285-1305) goude dimeziñ da Fulup IV .

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa d'ar roue Herri Iañ Navarra ha da Blanche d'Artois , eus an Tiegezh Capet.

E miz Eost 1284, da 11 vloaz, e timezas da bennhêr kurunenn Bro-C'hall, Fulup, a zeuas da vout roue Navarra evel Fulup Iañ (1284-1305) ha roue Bro-C'hall evel Fulup IV (Bro-C'hall) (1285-1314).

En desped d'he dimeziñ ne baouezas ket da ren en he douaroù. Elle est à l'origine de la création du Collège de Navarre et de l'Hôtel-Dieu de Château-Thierry.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h bugel he doe[1]. He merc'h a voe rouanez Bro-Saoz ha tri mab dezhi a voe rouaned Bro-C'hall .

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Christian Bouyer, Dictionnaire des Reines de France, Librairie Académique Perrin, 1992 ISBN 2-262-00789-6