Izabel Bro-C'hall (1292-1358)
Neuz
Izabel Bro-C'hall (1292-1358)
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Isabelle de France |
| Anv-bihan | Isabelle |
| Anv-familh | talvoud ebet |
| Titl noblañs | rouanez, rouanez kenseurt |
| Deiziad ganedigezh | 1295, 1296 |
| Lec'h ganedigezh | Pariz |
| Deiziad ar marv | 22 Eost 1358 |
| Lec'h ar marv | Castle Rising |
| Lec'h douaridigezh | Christ Church Greyfriars |
| Tad | Fulup IV |
| Mamm | Janed Iañ Navarra |
| Breur pe c'hoar | Loeiz X, Fulup V, Charlez IV |
| Pried | Edouarzh II |
| Kompagnun(ez) | Roger Mortimer, 1st Earl of March |
| Bugel | Edouarzh III, John of Eltham, Earl of Cornwall, Eleanor of Woodstock, Joan of The Tower |
| Familh | Capetian dynasty |
| Yezhoù komzet pe skrivet | henc'halleg |
| Micher | Rejañs |
| Karg | Rejañs |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Urzh relijiel | Ordo Sanctae Clarae |
| Dedennet gant | steredouriezh, mentoniezh |

Izabel Bro-C'hall (1292-1358), a oa ur briñsez c'hall deuet da vezañ rouanez Bro-Saoz, pa a oa dimezet da Edouarzh II, roue Bro-Saoz. Diwezhatoc'h e voe lesanvet bleizez Bro-C'hall (e galleg la Louve de France).
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Izabel e 1292. Merc'h e oa d'ar roue Fulup IV ha d'e bried Janed Iañ Navarra. Da zaouzek vloaz e voe kaset da lez Bro-Saoz. En amzer-se e savas bec'h etre ar roue Edouarzh II ha kostezenn e varoned : madoù hag enorioù a roe ar roue d'e vignon Peter Gaveston, kont Kernev-Veur, diwar-goust tiegezhioù uhel ar rouantelezh.
Drouklazhet e voe Gaveston e 1312 gant ar varoned. Ur mignon nevez a voe kavet gant ar roue, anvet Hugh le Despenser. Hennezh avat a zisplije dezhi.