Loeiz V (roue Frankia ar C'hornôg)
Loeiz V lesanvet Loeiz an Didalvez (ganet war-dro 967- marvet d’an 22 a viz Mae 987[1]), roue ar Franked. Loeiz V a oa mab da Lotar ha da Emma Italia. Berrentez e ren a dalvezas e lesanv dezhañ moarvat.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 982, pa oa 15 vloaz, e timezas da Adelaid Anjev, anvet ivez Blanche, merc'h da Foulk II, kont Anjev, he devoa tost ugent vloaz warnañ. C'hoar e oa da Jafrez Grisegonelle ha da eskob Le Puy, Guy d'Anjou, hag intañvezet e oa div wech. Ne badas ket an dimeziñ, re yaouank ar gwaz, ha re droet da vambochat, dispartiañ a rejont daou vloaz goude .
Pa varvas e dad d'an 2 a viz Meurzh 986, ne savas skoilh ebet ouzh e gurunidigezh dre ma oa bet sakret roue pell a oa.
Prest e oa Loeiz V da genderc'hel gant stourm e dad ouzh an impalaer santel evit Lorraine ha gervel a reas arc'heskop Reims dre ma oa hemañ a-du gant an Ottoned. Met mervel a reas a-daol-trumm en ur gwallzarvoud chase e miz Mae 987.
Ar roue karolingat diwezhañ e voe.
¨Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France, ISBN 2-877472086
- Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire d'Histoire universelle ISBN 978-2-04-732194-2
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En e raok: Lotar |
Rouaned ar Franked 986 – 987 |
War e lerc'h: Huon Capet |