Mont d’an endalc’had

Emma Italia

Eus Wikipedia

Emma Italia (v. 948 - † dianav) a oa ur briñsez frank, merc'h da Lotar Arle, roue Italia, ha da Adelaid Bourgogn, anavezet ivez evel santez Adelaid, hag a zeuas da vout impalaerez santel. Merc'h-vihan e oa da Huon Arle, roue Italia, ha da Rodolf II Bourgogn, roue Bourgogn, ha d'e bried Bertha Swabia .

Bec'h a oa bet etre he Rudolf ha Huon, he daou dad-kozh, abalamour da gurunenn Italia, ken na voe graet un emglev gante, siellet gant eured o bugale, Lotar hag Adelaid. Huon an hini a oa deuet da vout roue Italia met ret e oa bet dezhañ prenañ ar peoc'h o reiñ Arle da Rudolf (Lower Burgundy). Eured tud Emma a oa priz ar peoc'h.

Ganet e oa war-dro 948, hag e 950 e voe pistriet he zad Lotar gant Berengar Ivrea ha prizoniet he mamm. Klask a reas Berengar dimeziñ d'he mamm, Adelaid, hêrez ar rouantelezh, met Adelaid a c'halvas an impalaer Otto Iañ d'he sikour. Dimeziñ a reas Otto hag Adelaid, hag ur mab o doe, Otto II, lezvreur da Emma.

Dimeziñ a reas Emma d'he 17 vloaz, en 965, da Lotar (roue Frankia ar C'hornôg). Ur mab a c'hanas e 967, Loeiz, a vo Loeiz V, an diwezhañ eus ar skourr karolingat. Bec'h a savas etre he fried Lotar hag he lezvreur, an impalaer Otto II, arme an eil o tont da wastañ domani egile a bep eil, pep hini o klask diskar egile, hag Otto o klask c'hoari war Karl, breur Lotar, a oa e gwazoniezh gantañ evel dug Lotaringia Izelañ.

E 977 e voe tamallet Emma gant he breur-kaer Karl Lotaringia Izel da vezañ avoultrez gant Ascelin, eskob Laon. Didamallet e voe ar rouanez hag an eskob gant ar C'huzul-eskibien bodet e Sainte-Macre ha renet gant Adalberon, arc'heskob Reims. Karl a rankas tec'hel kuit eus Frankia ar C'hornôg.

Evit kreñvaat hêrezh he mab e talc'has Emma war Lotar evit ma kurunfe o mab, ma vije kenroue gant e dad. A voe graet, met galloud ebet n'he doe Emma evit kelo-se. Kement-se he doa graet Emma gant aon na vije kemeret ar galloud gant Karl Lotaringia ma teuje a-benn da lakaat he mab Loeiz V, da vezañ anavezet evel bastard. Dimeziñ a reas Loeiz da Adelaid Anjev war-dro 980.

Peoc'h a oa o ren etre Lotar hag Otton, ha kaoz a oa, da varv Otton e 983, e raje Lotar war-dro e vab.

Marv Lotar, Loeiz roue

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a eure Lotar d'an 2 a viz Meurzh 986, ha chom a reas o mab Loeiz da roue nemetañ. Hennezh neuze a damallas e vamm Emma hag Adalberon, arc'heskob Laon, da vezañ pistriet e dad roue, hag e kasas anezho kuit eus e lez. Met bloaz war-lerc'h, d'an 22 a viz Mae 987, e varvas Loeiz V, hag eñ dishêr.

War-lerc'h marv Loeiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karl Lotringen neuze a gemeras kêr Laon, kêr-benn ar rouantelezh, evit bezañ anvet da roue enni. E-keit-se edod o tilenn an dug Huon Bro-C'hall, anavezet ivez evel Hugues Capet, da roue, ma voe kurunennet d'an 3 a viz Gouhere 987. Dre deir gwech e klaskas Huon kemer kêr Laon, ha teir gwech e reas kazeg.
A-benn ar fin e teuas a-benn abalamour da drubarderezh an arc'heskob Ascelin. Hennezh en doa touet bout feal da Garl hag en devoa roet e gador arc'heskob dezhañ en-dro. E-kerzh nozvezh Sul ar Bleunioù an 29 a viz Meurzh, pe hini ar Yaou Gamblid 2 a viz Ebrel 2 a viz Ebrel 991, pa oa manet kousket Karl, e teuas Ascelin da dennañ e gleze digantañ ha d'e brizoniañ. Evel-se e echuas galloud an diwezhañ karolingad a voe roet da Huon ha bac'het en Orleañs.

Emma Italia a varvas en ur gouent e Bourgogn.

Daou vab o doe Emma ha Lotar : Loeiz V (ca. 967-987), roue Frankia ar C'hornôg hag Otton (?-a-raok 986).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]