Mont d’an endalc’had

Lotar Arle

Eus Wikipedia

Lotar Arle, pe Lotar II Italia, (926/92822 a viz Du 950), a oa ur priñs frank, mab da Huon Arle, hag a voe roue Italia[1] eus 945 (pe 948?) betek e varv e 950.

Dre e dad, Huon Arle a oa kont Provañs ha deuet da vout roue Italia, e tiskenne eus ar roue Boson. E vamm a oa ur Frankez eus Alamagn, anvet Alda pe Hilda.

Dimezet e voe e 931, hag euredet d'an 12 a viz Kerzu 937 da Adelaid Bourgogn, priñsez a 15 vloaz[2], merc'h da Rodolf II Bourgogn ha Berta Swabia, brudet da vezañ eus ar speredekañ. Graet e oa an eured evit plaenaat an traoù etre Bourgogn ha Provañs[3]. Ur verc'h o doe Lotar hag Adelaid, Emma Italia, ganet e 948, hag a zimezas e 966 da roue ar Franked, anvet Lotar ivez .

En Italia n'en doa Lotar Arle galloud ebet. Abaoe emsavadeg an noblañsed e 945, pa voe kaset Huon gante d'an harlu, eo gant Berengar Ivrea edo ar gwir c'halloud. Mervel a reas e Torino, marteze pistriet gant Berengar, a glaskas lakaat Adelaid, dalc'het gantañ, da zimeziñ d'e vab, Adalbert Italia. Met an intañvez a c'houlennas skoazell digant Otto Iañ, an Impalaer santel, ha dimeziñ a reas dezhañ.

Anv eus Lotar a zo e-barzh vita Adelaid (santez Adelaid) skrivet gant Hroswitha Gandersheim.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Kenroue e oa gant e dad adal 931.
  2. Odilon Cluny an hini a lavar e oa "en he c'hwezekvet bloaz" pa zimezas.
  3. E 933 e tilezas Huon Arle e rouantelezh (Provañs) gant e enebour kozh Rodolf II, a unvanas an div rouantelezh d'ober unan nevez, Rouantelezh Arle, met mervel a eure e 937.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]