Caribert Iañ

Caribert Iañ, pe Karibert, pe Charibert (distaget evel "c'h" moarvat) (520 - 567), a oa ur priñs frank, mab da Hlotar Iañ, roue ar Franked, ha d'e wreg kentañ Ingonde. Roue Pariz e voe betek 567.
E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwelout Caribert.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bec'h a-walc'h en devoa bet Hlotar Iañ oc'h adunvaniñ ar rouantelezhioù frank evel en amzer Clovis Iañ, ha ne oa ket fellet dezhañ rannañ e rouantelezh a-raok e varv[1].
Bec'h gant an hêrezh : brezel ouzh Chramn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 558 e voe kaset Caribert ha Gontran gant Hlotar da gemer Limousin digant o breur Chramn, hag en devoa taolet ee grabanoù war ar vro-se. Tal ouzh tal edo an armeoù, goulennet e voe digant Chramn daskor an douaroù laeret, nac'h a reas, emgann a vije bet panevet d'ur gorventenn. Un dro-gamm areas Chramn d'e vreudeur: kas a reas ur c'hefridiour dezho da gemenn marv o zad a oa o stourm ouzh ar Saksoned. Ha kuit Caribert ha Gontran da Vurgondia[2].
Eil rannidigezh ar regnum francorum[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwragez ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ingeberga (519-589) a voe kaset kuit, met ur verc'h o doe:
- Bertha (?-612), dimezet d'ar roue Æthelbert Kent.
- Méroflède, merc'h d'ur cartier, matezh e wreg kentañ, ha c'hoar Marcoveifa e drede gwreg.
- Marcoveifa (Marcova) (?-567), c'hoar d'e eil gwreg .
- En 566, Theudechilde, leanez, merc'h d'ur mesaer. Daou vugel o doe:
- ur mab a varvas reyaouank da vont da roue
- ur verc'h Clothilde la Superbe, leanez e Sainte-Croix de Poitiers.
Pa intañvezas Theudechilde e klaskas saveteiñ rouantelezh Pariz dre gemer teñzor ar roue da gentañ hag en em ginnig d'ar roue Gontran goude, methennezh a roas gourc'hemenn d'he sparlañ en ur gouent.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- L'histoire des rois Francs par Grégoire de Tours, collection L'aube des peuples, Éditions Gallimard, 1990.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Ivan Gobry, Clotaire II, dastumad « Histoire des rois de France », Pygmalion, pajenn 12.
- ↑ Gregor Teurgn, Histoire des francs, levrenn IV, 16.