Kaozeal:Roll an unpennoù gall

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Salud deoc'h ! Em fennad diwar-benn ar Franked em eus graet gant ar stummoù Merovingidi ha Karolingidi a gaver e levr Istor Breizh Louis Elegoet. Lakaet em eus ar stummoù-se amañ. --Llydawr 2 Kzu 2005 da 17:40 (UTC)[respont]

N'ouzon ket piv a ra gant ar ger rieg (re aes e vije ober gant roueed moarvat), un tamm douetañs am eus, met fentus eo al liamm. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 21:16 (UTC)[respont]

Rieg a vez kavet e GBAH ha n'eo ket memestra eget roue : ur seurt rieg eo an impalaer pa n'eo ket ur roue (Napoleon III da skouer). Riek eo ar bobl sañset. S.o. glg. roi/monarque/souverain --Ch. Rogel 4 Ebr 2007 da 20:59 (UTC)[respont]

An Ofis a ra gant tiernelezh e plas dinastiezh. Tud all a ra gant tierniezh. Gwelloc'h eo ar gErioù-se eget dinastiezh.Benoni 4 Ebr 2007 da 21:36 (UTC)[respont]

Un torr-penn reizhañ atav ar memes fazioù:

  • memes tra 'evel' roue
  • gall a gemm goude an anvioù benel. Ha nebeutoc'h a amzer a vo kollet. Bianchi-Bihan 4 Ebr 2007 da 22:14 (UTC)[respont]
    • Chañs 'peus gouzout mat ar reolennoù, met n'on ket gouest mirout en soñj reizh ar ger "impalaeriezh". Iskis ha domaj eo. Deskiñ a ran bemdez. Sell ouzh an Netiquette, met kendalc'h gant kelenn ar reolennoù. Meur a zen en deus ezhomm eus tud a oar. --Ch. Rogel 4 Ebr 2007 da 22:28 (UTC)[respont]
An holl a oar tra pe dra. Hag an holl a zesk bemdez. Ha ma ne ra ket an holl, ni hon-daou a ra.
Petra eo an Netiquette n'ouzon ket met prest on da zeskiñ.
Ar gerioù gant "iezh" zo benel.
Unan a zaou: pe lakaat ar reolennoù war an daol (ha ne blij ket din), pe ober labour displijus (e-lec'h skrivañ pennadoù), pe skuizhañ ha mont da strakal brulu. Ur wech all marteze eo se a rin. A galon. Bianchi-Bihan 4 Ebr 2007 da 22:47 (UTC)[respont]

N'on ket a-enep ober gant tiernelezh. Implijet em boa dinastiezh a-raok m'eo bet implijet tiernelezh gant Fulup evit an Egitiz kozh. Ma 'z omp prest ober gant tiernelezh, greomp ganti. --Ch. Rogel 4 Ebr 2007 da 22:17 (UTC)[respont]

Unan pe zaou[kemmañ ar vammenn]

Ret e vije gouzout pe Loeiz I pe Loeiz II e oa mab Charlez Veur. Bianchi-Bihan 27 Ebr 2007 da 21:38 (UTC)[respont]

Gant daou Loeiz II, n'eus ket re? Shelley Konk 28 Ebr 2007 da 17:18 (UTC)[respont]

Petra soñj an dud eus lakaat ar roueed frank e-touez an "unpennoù gall"? Bianchi-Bihan 21 Gou 2008 da 22:49 (UTC)[respont]
Istor kontet gant ar C'hallaoued, ar "romant broadel". Kregiñ a ra roueed Bro-C'hall gant ar Gapetianed moarvat. --Arko (kaozeal) 18 Gen 2021 da 22:05 (UTC)[respont]

Evel er wikipediaoù all. Memes danvez koulz lavaret ha hemañ a oa boulc'het da gentañ (2005; egile e 2008).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 C'hwe 2015 da 09:41 (UTC)[respont]