Mont d’an endalc’had

Stéphanie de Beauharnais

Eus Wikipedia
Stéphanie de Beauharnais, poltredet gant François Gérard
Stéphanie de Beauharnais, dugez-veur Baden
Delwenn da Stéphanie, e Mannheim

Stéphanie de Beauharnais (Versailles 1789-1860 Nice ) a oa ur briñsez c'hall. Merc'h e oa d'ar c'hont Claude de Beauharnais, ha hennezh a oa kar da Alexandre de Beauharnais, pried kentañ Joséphine de Beauharnais.

Pa zimezas Napoleone Buonaparte da Joséphine ec'h adverc'has Stéphanie, a deuas da vout ur briñsez c'hall.

E miz Ebrel 1806 e rankas Stéphanie dimeziñ da Karl Ludwig Friedrich von Baden, Dug-meur Baden, hervez c'hoant hag ezhomm politikel Napoleone. Ar priñs avat a oa dindan levezon e eontr Ludwig von Baden, ur gastaouer brudet, ha ne reas tamm war-dro e bried, a oa ur stipenn hag un tamm penn-brell anezhi.

Pemp bugel o doe Karl ha Stéphanie.

War fallaat ez ae yec'hed he fried, hag eñ 31 bloaz, troet ma oa da vambochat, levezonet a lavarer gant e eontr Ludwig Iañ von Baden, a oa prest da ren war e lerc'h.

Daoust da se e oa bet graet ar peoc'h etre an daou bried, ha petra bennak ma c'halle an dug-meur Karl kas e wreg kuit, war zigarez ne oa mab ebet, ne reas ket .

Intañvez e oa Stéphanie da 29 bloaz, teir merc'hig dezhi, o-unan e-kreiz ul lez hag un Europa he devoa kaz ouzh an Napoleon hag ouzh e gerentiezh. Mont a reas neuze da repuiñ da Mannheim, ur vro gatolik evelti. Eno e renas ur vuhez sioul ha deol evel "Dugez-veur trederannerez Baden", doujet gant holl lezioù Europa, ha dreist-holl an tsar Aleksandr Iañ Rusia, pried da Luise von Baden ha gant ar roue Masimilian Iañ Jozeb, pried da Karoline Friederike Wilhelmine von Baden.

En 1831 evit tostaat d'an tiegezh Hochberg, e timezas he merc'h Louise d'he c'henderv Gustav, priñs Vasa, mab da Gustav IV Adolf ha da Friederike Dorothea von Baden, breur d'an dugez-veur Sophie von Baden, met fall e troas an eured-se, a voe torret en 1844. O bugel nemetañ e voe Carola Wasa, a zimezas en 1853 d'ar roue Albert Iañ von Sachsen (1828-1902).


En 1834 e teuas he merc'h Josephine, da vout bouzar, ha dimeziñ a reas d'ar priñs Karl Antoine von Hohenzollern-Sigmaringen,

An teir friñsez ganet e relijion protestant o zad eta a varvas e relijion katolik o mamm.

Gwelout a reas Stéphanie adsavidigezh an Impalaeriezh c'hall gant Napoleon III en 1852. Mervel a reas e Nisa d'an 29 a viz Genver 1860.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Françoise de Bernardy : "Stéphanie de Beauharnais" Librairie Académique Perrin, Paris 1977