Gouel broadel Bro-C'hall
D'ar 14 a viz Gouere e vez lidet Gouel broadel Bro-C'hall. Un devezh dilabour eo er vro. Devezh lid Kemeridigezh ar Bastille eo, c'hoarvezet d'ar 14 a viz Gouhere 1789, ha Gouel ar C'hevread d'ar 14 a viz Gouere 1790 hag en doa lidet unded ar Vroad C'hall. Darbennet eo evel "deiz ar gouel broadel" gant al lezenn Raspail e 1880[1], evit kemer plas gouel Saint-Napoléon ha prientiñ dial Bro-C'hall goude brezel 1870 kollet ganti.
Lidoù milourel ha tanioù-arvest a vez dre ar vro, a-wechoù balioù. Lakaet e vez war-wel banniel ar vro ha sonet e vez La Marseillaise, ar c'han broadel. An dibunadeg vilourel er Champs-Élysées e Pariz eo al lid brasañ. "Koshañ ha brasañ dibunadeg vilourel en Europa"[2],[3] eo. E-tal prezidant ar Republik ("penn ar armeoù"), tud uhel all eus ar vro ha kouvidi eus an estrenvro e vez graet.
Gouel Napoleon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gouel Napoleon a oa Gouel Broadel Bro-C'hall e mareoù zo en XIXvet kantved. Lidet e oa d'ar 15 a viz Eost. Ober a rae dave d'an impalaer Napoleone Buonaparte peogwir e oa ar 15 a viz Eost e zeiz-ha-bloaz. Ne oa ket eus ar sant-se gant an Iliz met e voe kavet ur sant kozh, Neopolus, hag en doa bevet en Ejipt en IVe kantved. Morse ne voe asantet kement-se gant an Iliz katolik avat.
Lakaet e oa bet e pleustr gant an impalaer gant un dekred eus an 19 a viz C'hwevrer 1806. Goude 1815 ha diskar e renad e voe lidet gant tud a bep seurt a-hed an XIXvet kantved, dreist-holl e-pad Monarkiezh Gouere han an Eil Impalaeriezh. Kemeret e voe un dekred gant Napoleon III d'ar 16 a viz C'hwevrer 1852 evit lakaat Gouel Napoleon da ouel ofisiel da vat. Ret e oa da bep kumun aozañ ur gouel d'ar 15 a viz Eost, gant ur program resis (pedadennoù, festoù, tanioù...). Paouezet e voe gant an dud kerkent ha 1870, pa oa diskaret an Eil Impalaeriezh. Cheñchet e voe an deiz broadel evit ar 14 a viz Gouere gant al lezenn Rapsail e 1880.
Broioù enoret ha pennoù bras pedet da zibunadeg vilourel ar Champs-Elysées
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2005 : Breizh-Veur
- 2006 : Brazil ha prezidant ar vro Lula,
- 2007 : 27 stad Unaniezh Europa, José Manuel Barroso prezidant Kengor Europa ha José Sócrates kentañ ministr Portugal,
- 2008 : pennoù bras stadoù Unaniezh Europa, broioù an diadro greizdouarel (en o zouez Bachar al-Assad, prezidant Siria),
- 2009 : India
- 2010 : Afrika (13 stad eus Afrika ar Su),
- 2013 : broioù afrikan ha Kroatia
- 2014 : 72 stad pedet evit lidañ deiz-ha-bloaz ar Brezel Bed Kentañ,
- 2015 : Mec'hiko
- 2016 : Aostralia ha Zeland-Nevez,
- 2017 : Stadoù-Unanet Amerika : bamet eo Donald Trump gant an dibunadeg vilourel ha disklêriañ a ra e fell dezhañ kaout kemend-all e Washington da Gouel Broadel SUA,
- 2018 : Singapour ha Japan, met nulet gant ar c'hentañ ministr Shinzō Abe abalamour d'an dourioù-beuz en e vro,
- 2020 : kouviad ebet abalamour da epidemiezh ar C'hovid-19,
- 2021 : kouviad ebet.
- 2022 : digoret eo an dibunadeg er Champs-Elysées gant bagadoù eus broioù ar reter abalamour da aloubadeg Ukraina gant Rusia : Estonia, Latvia, Lituania, Polonia, Republik Tchek, Slovakia, Hungaria, Roumania, Bulgaria[4].
- 2023 : India, gant kentañ ministr ar vro Narendra Modi[5],[6].
- 2024 : e bali Foch e tibun ar bagadoù gall abalamour d'al labourioù evit ar C'hoarioù olimpek hañv[7]. Kouviad ebet.
- 2025 : Indonezia ha prezidant ar vro Prabowo Subianto[8].
Gwallzarvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 2002, Maxime Brunerie, ur stourmer eus an tu dehoù pellañ, en doa klasket tennañ war ar prezidant Jacques Chirac e-kerzh an dibunadeg war ar Champs-Élysées.
- E 2009 e oa bet devet 300 karr-tan da nebeutañ d'ar 14 a viz Gouhere e Pariz.
- E 2016, Mohamed Lahouaiej-Bouhlel en doa bleniet ur c'hamion ha flastret tud e-kerzh al lidoù en Nisa. 86 den a oa bet lazhet ha 434 gloazet war ar Promenade des Anglais.
Lesanvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er broioù saoznek e vez lesanvet Bastille Day. Dre fent e vez graet "Gouel an amezeien" anezhi gant tud zo e Breizh(Daveoù a vank).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.elysee.fr/la-presidence/la-fete-nationale-du-14-juillet
- ↑ the oldest and largest military parade in Europe is held on 14 July
- ↑ https://www.france24.com/en/20140714-france-commemorates-bastille-day-world-war-centenaryon
- ↑ https://www.defense.gouv.fr/actualites/defile-du-14-juillet-2022-programme-detail
- ↑ https://www.france24.com/fr/france/20230714-14-juillet-un-d%C3%A9fil%C3%A9-sous-haute-surveillance-avec-l-inde-en-invit%C3%A9e-d-honneur
- ↑ Défilé du 14 Juillet : l’Inde et la Résistance à l’honneur e lefigaro.fr, 14-07-2023.
- ↑ Le défilé du 14-Juillet n'aura pas lieu sur l'avenue des Champs-Élysées en raison des JO 2024 e BFM Île de France, 24-01-2024
- ↑ L'Indonésie, nation invitée du 14 juillet e defense.gouv.fr, 8 a viz Gouere 2025.