Drougsant
Dindan e furm ez eo an drougsant ur c'hleñved-spered hêrezel unan dleet da labeziou en empenn. Ober a ra e reus dre c'hloazioù, reuted e tout an izili hag ur barr-krenañ er c'horv en e bezh, dïalanañ, ur seurt eon e pleg ar muzellou beket koll e anaoudegezh. Ur waskenn, ar gwall g-« kelhienn » a vez degouezhet alies a-rôk kouzhañ e drougsant. Cheñch a ra temz-spered an den a-damm-da-damm, mil inervet bepred, tout an traoù a so sammus evitañ, koll a ra un tamm deus e skîant. Kretschmer a soñje gantañ e c'hellje prouiñ ez eo techet tout ar gwielennoù (tud gant ur skeledenn fortus ha kaherek) hag ar re all distumm d’an drougsant.
E-pad pell ha betek bremañ zoken e veze sellet ouzh an drougsant evel un droug “santel“ (hag alese e teu an anv brezhonek) ; gw. : Droug- , -Sant) peogwir e krog e-barzh an den klañv evel pa vije « kaset » ar c'hleñved gant an droukspered marteze pe ar speredoù santel, hag evit lod a-berzh Doue e-unan. Gant ar respet kemmesket gant aon rak ar c'hleñved e weler un dra all a-bouez ivez : tud dispar zo bet tapet gant an drougsant a-sort gant un deus ar re vrudetañ deus an dud a ijin a oa gant an drougsant : Dostoïevski. Met evel an darn-vuiañ deus ar re zo gant an drougsant e oa kentoc'h tapet gant an arziotaj, tost-tre an arouezioù deus outañ hag ur c'hleñved-embredel-rik.