Lu Impalaeriezh Rusia

Eus Wikipedia
Kimiadiñ ar soudarded, gant Augusto Ferrer-Dalmau.
1917, soudarded rusian o vont d'an talbenn.

Lu Impalaeriezh Rusia (e rusianeg: Ру́сская импера́торская а́рмия, tr. Rússkaya imperátorskaya ármiya) a oa nerzhioù tirlu an Impalaeriezh rusian, hag a oa bet eus 1721 betek ar Reveulzi rusian eus 1917. Tro 1850, al lu rusian a oa savet gant 900 000 soudard reoliek ha 250 000 soudard direoliek (kozaked).

Rejimantoù an urzh nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tsared Rusia betek Pêr Iañ n'o devoa nemet un nebeud bagadoù a-vicher ha dre hêrezh mouskederien anvet Streltsy. Krouet e oant bet da gentañ gant an tsar Ivan Spontus. Da gentañ e oa un nerzh efedus, met gant an amzer o tremen e oa deuet da vezañ un nerzh disleal ha dizurzhiet. Pa veze brezel e veze brasaet gant peizanted rediet da gemer an armoù.

Rejimantoù an Urzh nevezh, pe rejimantoù an urzh estren (Полки нового строя pe Полки иноземного строя, Polki novovo (inozemnovo) stroya), e oa an doare da envel an unvezioù milourel rusian savet gant Tsarelezh Rusia er XVIIvet kantved hervez an istorourien europat.

Minorelezhioù etnek ha relijiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez ar gozaked e oa ar vuzulmaned Tatared Mishar. Roet e oa bet postoù ofiser da Vachkired. Muzulman turkeg ha Bouddhisted Kalmyk a oa bet degemeret ivez e-touez ar gozaked. Ar gozaked nann muzulman o devoa ar memes statud evit ar gozaked muzulman eus Siberia. Muzulmaned Siberia a oa ambrouget gant imamed.

Ar re Bashkirs ha Kalmyks a oa bet o stourm evit Impaleriezh Rusia a-enep nerzhioù Napoleon. Gwelet e oant evel unvezioù mat da implij evit beuziñ an enebour met ket evel unvez stourmoù taer. Ne oant ket gwelet evel unvezioù milourel standard. Implij a raent gwaregoù, hag armoù gwenn. Maouezed Bashkir a stourme er rejimantoù gant ar gwazed. Kement a oa bet testenniekaet gant Denis Davidov. Nerzhioù Napoleon a oa bet o stourm a-enep d'ar re Bashkirs dreist-holl e stourmoù marc'hegiezh.

Kentañ Brezel-bed ha Dispac'h rusian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa tarzhet ar C'hentañ Brezel-bed, an impalaer Nikolaz II en doa fiziet penn an nerzhioù lu en e genderv, an Dug veur Nikolaz. Pa oa bet galvet ar baotred d'an armoù, al lu rusian a oa savet gant 115 divizion droadegiezh hag 38 marc'hegerezh. Ur 7 900 kanol bennak (7 100 kanol tachenn, 540 mortar howitzer ha 257 kanol ponner). Ne oa nemet 2 armead klañvdiourezh gant 679 karr nemetken. An divizionoù a oa bet ledet evel-henn: 32 troadegiezh ha 10.5 marc'hegiezh evit talañ ouzh an Alamanted, 46 troadegiezh ha 18.5 marc'hegiezh a-enep Aostria-Hungaria, 19,5 troadegiezh ha 5,5 divizion marc'hegerezh en difennerezh ar Mor Baltek hag arvorioù ar Mor Du. 17 divizion troadegiezh ha 3,5 marc'hegiezh da vezañ fiñvet betek Siberia ha Turkestan.