Lezenn Jourdan-Delbrel
Al Lezenn Jourdan-Delbrel, bet savet gant ar gannaded c'hall Pierre Delbrel ha Jean-Baptiste Jourdan, a lakae e pleustr an « enrollañ hollek ha ret en arme » evit an holl C'hallaoued etre 20 ha 25 bloaz anezhe, da lâret eo ar c'hoñje ret.
Al lezenn-mañ a selle ouzh an holl baotred dizimez a oa ur respont d'an disoudarderezh bras bet c'hoarvezet goude an 9 thermidor (27 a viz Gouere), da lâret eo 700 000 den e 1794 ha 380 000 e 1797. Bet votet d'ar 5 a viz Gwengolo 1798 gant ar goñsuled lezennadurel en devoa gallet Napoleon Iañ adsevel e luioù betek 1815 a drugarez dezhi.
Doujet e oa bet ouzh pennaenn al lezenn - « Pep Gall a zo soudard ha ret eo dezhañ difenn e vammvro » - gant holl renadoù politikel gall betek an 22 a viz C'hwevrer 1996 pa oa bet embannet gant Jakez Chirag, Prezidant ar Republik C'hall d'an ampoent, e felle dezhañ micherelaat an armeoù ha paouez gant ar c'hoñje evit gwir. Ar pezh a oa bet kaset da benn kerkent hag embannet al lezenn 97-1019 d'an 8 a viz Here 1997.
Testenn lezenn an 19 fructidor bloaz VI
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a ra an holl C'hallaoued bet ganet er memes bloaz d'ober ur « bloavezhiad ». Kerkent hag echu o 20 vloaz e vez ret dezhe bezañ enskrivet a-gevret (da lâret eo « koñskrivet ») e taolennoù tuta an arme. Ar goñskrived, kent bezañ enluet, a dremen ur vizit dirak ur c'hoñsailh. En amzer beoc'h e c'hall ar gouarnamant gervel ur bloavezhiad hepken, peotramant ul lodenn vloavezhiad. Termenet eo padelezh ar c'hoñje da bemp bloavezh en amzer beoc'h.