Giacomo Meyerbeer

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Giacomo Meyerbeer, engravadur adalek ul luc'hskeudenn gant Pierre Petit

Giacomo Meyerbeer, bet ganet Jacob Liebmann Beer d'ar 5 a viz Gwengolo 1791 hag aet a Anaon d'an 2 a viz Mae 1864) oa un aozer c'hoariganoù alaman. Yuzev oa e familh. Marteze e voe brudetañ sonaozer evit al leurenn en XIXvet kantved.[1] Gant e c'hoarigan Robert le diable e 1831 hag a re a zeuas goude e roas e stumm d'ar rummad "grand opera" [2] o veskañ al lazseniñ e-giz Alamagn gant mouezhioù e-giz Italia . Implijout a reas ar stummoù-se war testennoù sebezus ha melodramatek skrivet gant Eugène Scribe. Sikouret e voe gant teknologiezhioù nevez Opera Pariz. Krouet e voe evel-se ul live abadennoù a sikouras Pariz da chom kêr-benn ar c'hoarigan e-pad an naontekvet kantved.

Ganet o bet en ur tiegezh pinvidik-tre eus Berlin. Kregiñ a reas evel soner piano a-vicher met divizout a reas buan emdreiñ war du ar c'hoarigan. Tremen a reas meur a vloavezh en Italia o studiañ hag oc'h aozañ sonerezh.

Il crociato in Egitto aozet e 1824 a zegasas dezhañ brud en Europa a-bezh evit ar wech kentañ met Robert le diable (1831) a reas anezhañ un den brudet-kaer. Adalek ar mare-se betek e varv e chomas un den meur e bed ar c'hoarigan. Reiñ a reas Hector Berlioz, e gempredad, un doare diverrañ eus e vuhez arzour o lavarout "N'en doa ket hepken ar chañs da vezañ donezonet met an donezon da gaout chañs" [3]? Tizhout a reas pennuhelañ e vrud gant Les Huguenots (1836) ha Le prophète (1849). E c'hoarigan diwezhañ, L'Africaine, a voe c'hoariet goude e varv. An aozer a veze c'hoariet an aliesañ e oberennoù e salioù C'hoariva brasañ ar bed e voe e-kerzh an XIXvet kantved.

E-keit ma rae berzh bras e Pariz en doa levezon e bed ar c'hoarigan e Berlin hag en Alamagn a-bezh. Adalek 1832 e voe Kapellmeister (Rener ar sonerezh) lez Prusia hag adalek 1843, Rener Meur Sonerezh Prusia. Bez eo voe unan eus ar re gentañ o ober stad eus labour Richard Wagner. A-drugarez dezhañ e voe c'hoariet evit ar wech kentañ Rienzi, c'hoarigan Wagner. Goulennet e voe digantañ aozañ ar c'hoarigan brogar Ein Feldlager in Schlesien evit lidañ addigoradur Opera Berlin e 1844. Skrivañ a reas sonerezh evit degouezhioù ofisiel e Prusia.

Estreget 50 kanaouenn, ne skrivas ket kalz a draoù ne oant ket evit al leurenn. Taget e voe gant Wagner hag e vignoned, dreist-holl goude e varv. Digreskiñ a reas brud e oberennoù. Berzet e voe e c'hoariganoù en Alamagn gant an Nazied. Dilezet e voent gant ar salioù c'hoarigan e-pad an ugentvet kantved ha ne vezont ket c'hoariet kalz ken.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Conway, David (October 2012). "Meyerbeer Re-evaluated". Jewish Renaissance 12 (1): 40–41
  2. Meyerbeer & Letellier (1999-2004) I, 15 (Foreword by Heinz Becker)
  3. Berlioz (1969), 576



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.