Bered yuzev Berlin

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Diabarzh ar vered
Diabarzh al Lapidarium
Ar Judengang
Bezioù familh Liebermann, hini Max Liebermann a zo dirak

Bered yuzev Berlin (Jüdischer Friedhof en alamaneg) a zo bet savet e 1827 diwar steuñv Friedrich Wilhelm Langerhans. Lec’hiet eo e Schönhauser Allee, 23-25, e karter Prenzlauer Berg (arondisamant Pankow). E-touez an dud vrudet douaret enni emañ Max Liebermann (livour) pe c’hoazh Giacomo Meyerbeer (sonaozour). Distrujet eo bet ar vered da vare an Nazied, ha distrujoù all a zo bet e-pad an eil brezel bed. Hiziv an deiz eo bet nevesaet. Un 60 bez bennak a vez diskouezet el lapidarium. Nevesaet eo bet ar Judengang ivez : un hent lidek 10 metrad ledander ha 400 metrad hirder eo, drezañ e tremene ar prosesionoù kañv gwechall. Etre Kollwitzplatz ha Senefelder Platz emañ, peg ouzh moger reter ar vered. An holl baotred a ya er vered a rank gwiskañ ur c’hippa.

Gwelout ivez :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.