The Prisoner

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Logo ar stirad.

The Prisoner (Ar Prizoniad e brezhoneg) zo ur stirad skinwel breizhveuriat, krouet gant George Markstein ha Patrick McGoohan.

Goude bezañ bet diskouezet war CTV Television Network (Kanada) d'ar 5 a viz Gwengolo 1967 e voe skignet ar seitek pennad hanter-kant munutenn a ya d'ober ar stirad adalek an 29 a viz Gwengolo da-heul (war Associated Television, Bro-Saoz) betek ar 1añ a viz C'hwevrer 1968 :

  1. Arrival sevenet gant Don Chaffey,
  2. The Chimes of Big Ben gant Don Chaffey,
  3. A. B. and C. gant Pat Jackson,
  4. Free For All gant Patrick McGoohan,
  5. The Schizoid Man gant Pat Jackson,
  6. The General gant Peter Graham Scott,
  7. Many Happy Returns gant Patrick McGoohan (evel Joseph Serf),
  8. Dance of the Dead gant Don Chaffey,
  9. Checkmate gant Don Chaffey (pevar fennad sevenet gantañ en holl),
  10. Hammer into Anvil gant Pat Jackson,
  11. It's Your Funeral gant Robert Asher,
  12. A Change of Mind gant Patrick McGoohan,
  13. Do Not Forsake Me Oh My Darling gant Pat Jackson (pevar fennad sevenet gantañ en holl),
  14. Living in Harmony gant David Tomblin,
  15. The Girl Who Was Death gant David Tomblin (daou bennad sevenet gantañ en holl),
  16. Once Upon a Time gant Patrick McGoohan,
  17. Fall Out gant Patrick McGoohan (pemp pennad sevenet gantañ en holl).
Ur gwel eus Portmeirion.

Bet troet an darn vrasañ eus an darvoudoù e Portmeirion (ur gêriadenn e Kembre) e reas berzh bras The Prisoner, ma voe skignet en un toullad mat a vroioù all :

An tudennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Patrick McGoohan e 1962.
Leo McKern e 1970.

Dalc'het e voe roll an dudenn bennañ — hini ar Prizoniad — gant an aktour stadunanat-iwerzhonat Patrick McGoohan e-pad an holl bennadoù. Daou aktour all a voe gwelet meur a wech ivez : Angelo Muscat (ar mestr-ostaleri e servij Niverenn 2 ; pevarzek pennad) ha Peter Swanwick (ar goursellour ; eizh pennad). Niverenn 2 a oa un dudenn o tont ingal ; dre na zeue ket a-benn da gendrec'hiñ ar Prizionad da genlabourat gantañ e veze cheñchet da-geñver hogos pep pennad :

1. George Baker,
2, 16 ha 17. Leo McKern,
3 ha 6. Colin Gordon,
4. Rachel Herbert,
5. Anton Rodgers,
7. Georgina Cookson,
8. Mary Morris,
9. Peter Wyngarde,
10. Patrick Cargill,
11. Derren Nesbitt,
12. John Sharpe,
13. Clifford Evans,
14. David Bauer,
15. Kenneth Griffith.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karr ar Prizoniad.

E Londrez. Emañ un den gant e hent d'ar gêr goude bezañ roet e zilez eus e vicher a boliser kuzh. Erruet en e ranndi e koll e anaoudegezh gant ar gaz bet c'hwezhet enni : dihuniñ a ra en ur gêr vihan hag a ziskouez bezañ ur prizon ha n'haller ket tec'hel dioutañ, miret ma vez neb a glask hen ober gant ur seurt c'hwezigell wenn vras ! Renet eo ar gêr iskis-se gant un den, Niverenn 2 e anv-dezhañ. Gouzout petra zo kaoz en deus roet Niverenn 6 — anv nevez ar Prizoniad — e zilez a glasko hennezh ober diehan. Ur mennozh hepken a chom e penn ar prizoniad nevez erruet : mont kuit diouzh e vac'h ar buanañ ar gwellañ dre n'eo ket evit gouzout gant piv eo bet paket : gant e genseurted kozh pe gant an enebourien a stourme oute n'eus ket pell 'zo c'hoaz...

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]