Shintoegezh
An torii, ardamez ar relijion shinto |
Ar shinto pe shintoegezh (神道, shintō, ger-ha-ger « hent an doueed » pe « hent an doueelezh ») a zo relijion goshañ Japan, liammet gant he mitologiezh. Aet e oa ar ger shintō war wel evit diforc'hiñ ar relijion gozh-se diouzh ar voudaegezh erruet e Japan er VIvet kantved.
Doueoniezh ar shinto
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liesdoueek eo ar shintoegezh. Enboud sakr an natur eo e vennozhiad pennañ. An doujañs zon o teverañ dioutañ a zidermen plas pep den e-barzh an Hollved : bout un elfenn ar bed-holl. Evel-se e c'hell ur wazh-dour, ur sterenn, un den arwarzh, ur maen pe kealioù difetis evel ar strujusted, tremen da zoueed.
E-giz e-barzh kalz a reizhiadoù relijiel e tibun ar shintoegezh menoz ur gwirvoud a-us d'an denelezh, ur gwirvoud « doueel » zoken. Poblet gant un engroez a voudoù graet anezho kami (神, kami) eo ar gwirvoud-mañ. Dre stummoù zo e tenn ar panteon shinto da re relijionoù kozh arall. Evelkent, dre perzhioù zo, e tenn an doueed pe doueezed kehelet da harozed kentoc'h. Evit gwir eo un toullad kamied deneloc'h eget doueed ha doueezed relijionoù arall hag, e darvoudoù zo, e kemeront ur stumm denel.
Ar gamied
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gamied anavezetañ eo an doueed ha doueezed a denn da Vab-den deuet war wel e-pad ar pezh a vez graet « oadvezh an doueed » anezhañ gant an henskridoù. Er c'hontadennoù hanez ar C'hojiki hag an Nihon Shoki (日 本書紀, Nihon Shoki) e vez kontet, a-gevret gant istor an doueed, mare an deroù-se p'edont o chom war an douar a-raok diazezañ renadur o diskennidi marvel (an impalaerion) hag en em dennañ en o domanioù neñvel. An doueez pouezusañ, engehentet gant Izanagi (伊弉諾, Izanagi) hag Izanami (伊弉冉, Izanami), a voe an doueez-heol Amaterasu (天照, Amaterasu, ger-ha-ger « an hini a laka an oabl da barañ »), doue meur ar shintō. An amatsukami (天津神, amatsukami, kami neñvel) hag ar c'hunitsukami (国津神, kunitsukami, kami douarel) eo kami « oadvezh an doueed ». E-touesk ar re gentañ emañ Amaterasu hag e-mesk an eil re emañ Ōkuninushi (大 国主, Ōkuninushi), doue mirer Japan hag an impalaerion. Bez ez eus en o zouesk ivez Inari, doue ar riz hag ar strujusted, Hachiman, doue ar brezel, ha seizh doue ar chañs, Daikokuten (大黒天, Daikokuten), Ebisu (恵比寿, Ebisu), Benten (弁天, Benten) ha Bishamonten (毘沙門天, Bishamonten), a zo deuet-mat gant ar bobl. Engouestlet eo bet e-barzh ar panteon shintō boudelezhioù ar voudaegezh. Evel-henn eo kehelet ar priñs Gautama evel bodhisattva ha kami. Rak-se en em intret ar voudaegezh hag ar shintoegezh (ha zoken ma tisplege ar Bouda shakyamuni e oa arabat kehelañ doueed).
Pep boud, pep boudelezh dreist da Vab-den dre natur a vefe ur c'hami eta. Kami eo, neket hepken nerzhioù an natur zo : an Heol, al Loar, ar c'horc'hwezh, ha meur a hini c'hoazh, met dre vras ar pezh a seblant bout kevrinus pe da zoujañ e-touesk an traoù divuhez e-giz ar gwez, ar menezioù, ar morioù, ar stêrioù, ar reier, an avelioù, pe c'hoazh traoù o stumm iskis pe a orin dianav ; memes mod evit tud, pe loened, bev pe varv, a c'hell tremen da gami. Ma lavar ur c'hlan bennak e tisken eus un hendad kami, ne dalvez ket e vefe un « azeulerezh an hendadoù », rak pep hendad n'eo ket dre ret kami.
Ur skeuliad ledan a speredoù, a nerzhioù hag a "enboudoù", dreistnatur pe gevrinus, a zo a-dreñv d'ar ger "kami". Bezoud un dekmiliad a gamied (八 百万, yaoyorozu, "dekmiliad a gami") a ziskouez ar C'hojiki (古事記, Kojiki). Ennañ e vez kavet doueed warezus diniver klanoù zo -ujigami (氏神, ujigami)-, kêriadennoù ha karterioù : speredoù ul lec'h. Peurliesañ int enboudoù a elfennoù douaroniel (menez, stêr pe lamm-dour) pe a anadennoù naturel evel ar c'hamikaze (神 風, kamikaze, avel zoueel), ar c'horc'hwezh (台風, tifon) ha c'hoarvoudennoù arall.
Bevañ a ra ar gamied en neñv ha diskenn a reont a-vareadoù war an douar evit gweladenniñ nevedoù ha lec'hioù sakr. Ken sakr int ma vez ret d'ar feizidi glanaat a-raok mont e-barzh un neved pe kemer perzh d'ar gouelioù gouestlet dezho.
Kamied zroukrañsus, drouksperedoù ha speredoù dialour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kamied zo a zo droukrañsus, speredoù dialour a zo kiriek d'un aridennad kleñvedoù dibardon, e-giz an oni (鬼, oni), pe roñfled. Diwelus eo lod ar speredoù-se, an drouksperedoù. Darn a denn da loened gouest da satanazañ un den. Mar'd emañ evel-se eo ret gervel ur beleg evit o disorsiñ. Unan ar re zoujet eo spered al louarn a vez lakaet dezhañ a bep seurt gwallreuzioù, ar c'hleñved hag ar marv en o zouesk.
Daoust da se e tiskred an hengoun shinto en disparti groñs etre ar mad hag an droug. Yael pe nac'hel e c'hell bout pep anadenn, buhezek pe zivuhez : se zo hervez an degouezhioù. Evel-henn, daoust d'o droukrañs, eo an oni boudoù forc'hellek a-walc'h. Kevredet en un doare strizh eo, da skouer, spered al louarn gant Inari, doue ar riz, ur c'hami madelezhus ha karet gant an dud. Memes mod evit an dud-evned, graet tengu anezho, a c'hell bout mirourion hegarat ur c'hami hag a zo, a-drugarez da se, kehentet e-pad ar gouelioù shinto.
Istor ha diorren ar shintoegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin ar shinto a zeu eus pell-tre en amzer-dremenet. Klask a reer gouzout c'hoazh hag-eñ en doa ar sevenadur Jōmon (縄文, Jomon, war-dro 11 000 da 300 kent JK) ur relijion kreizet war kehelerezh ar gamied (« spered », « doueelez », « boud doueel » pe « doue/doueez »), o tennañ d'ar pezh a vez anavezet hiziv an deiz da nebeutañ. Dogu (土偶, dogu), delwennigoù benel o divronn hag o divlez dreistmuzul, a stumme ar pobloù-se a hemolc'herion hag a besketourion hanter-kantreer eus a-raok mare ar skritur. Ne vez ket gouiet anien resis ar c'hredennoù tro-dro d'an dogu-mañ. Un azeulerezh a strujusted e oa emichañs. Lec'hiet e oa an dogu e-barzh pe e-tal ar poulloù-bez war-lerc'h bout bet torret a-ratozh-kaer, marse « lazhet » en un doare lidel, evit dieubiñ o anien speredel. Neoazh eo dibosupl gouzout diarvar hag-eñ e oa an « anien »-mañ meizet en hevelep doare ma tegasfe da soñj e kamied ar shinto.
Gant ar sevenadur Yayoi (弥 生, Yayoi, war-dro 300 kent JK betek 300 goude JK), kempleshoc'h, e krogas da zont war wel ur skeudennadurezh stumm ar shinto arouezietoc'h. E-touesk an traoù dizoloet e bezioù ar Yayoi e vez gwelet priajoù bihan o taolenniñ mirlec'hioù greun gant un tisaverezh heñvel-mik ouzh hini neved Ise (伊勢, Ise), gant ur stumm digemm abaoe 1 200 bloaz da nebeutañ. Ambrougadur ar gounid riz a seblante bout degaset gantañ lidoù liammet gant an haderezh hag an eost, tost-tre d'al lidoù shinto graet war ar maezioù japanat a hiziv emichañs.
Kevredet a-dost da lid ar strujusted ar Yayoi e vez kavet ivez bravigoù graet anezho magatama (曲玉, magatama), miloueroù lidel, ha klezeier sakr. Hiziv an deiz eo a bouez bras an traoù-se e-barzh ar vitologiezh shinto hag int lodenn eus an ardamezioù impalaer.
Evit kalz a arbennigourion ez eus eus lod vrasañ an ujigami (氏神, ujigami), doueed warezus an uji (氏, uji, « klanoù ») koshañ, abaoe ar prantad-se. Doueez pouezusañ an uji a oa (hag a zo c'hoazh) Amaterasu, an doueez-heol.
Er pevare kantved e voe aloubet Japan gant marc'hegourion gantreer deuet eus kreiz Azia ha un doare beziadur nevez a zeuas war wel : ar c'hofun (古墳, kofun), pe krugell. Evit ambroug aotrounez ar brezel aet da anaon en e veaj etrezek ar bed all e veze postet delwennigoù-gouestl kezeg pe vrezelourion, an hanniwa, tro-dro d'an tuchennigoù tolzennek-se, stumm toulloù alc'hwezioù.
Tu zo da lavarout eo ganet ar shintoegezh eus ur mesklaj etre animegezh, chamaniezh ha kehelerezh an hendadoù. Tamm ha tamm e voe kemmesket an holl lidoù-se a strujusted, kehelerezhioù an natur, froudennus a wechoù e Japan (krennoù-douar, korc'hwezhioù, tsunamioù, hag all), evit ober ar shinto.
Diorren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez kronikenn Japan (日本書紀, Nihon shoki, 720), e vije erruet ar voudaegezh e Japan, pe el lez da nebeutañ, d'ur bloaz diwezhat a-walc'h, e bloaz 13 ren an impalaer Kimmei (欽明, Kimmei, 552). Kalz a dud-a-lez a gemeras gant birvilh ar feiz voudaat, o kehelañ delwennoù Bouda evel diskuliadennoù ur c'hami galloudus, tra ma klemme reoù all a-enep d'an drougemell-mañ. Kaer zo e lakaas ar priñs lezroue Shotoku-Taishi (聖 徳太子, Shotoku-Taishi, 572-621) anezhi da relijion ar Stad. Ken politikel ha relijiel e oa e abegoù. Ha pa oa unan sent veur ar vro e komprenas ivez roll unvaner ur relijion hollvedour e savidigezh ur Stad kreizennet.
Neoazh ne voe ket dedennet lod vrasañ ar Japaniz gant ar relijion nevez-se betek deroù an marevezh Heian (794-1185). Ne glaskas ket ar voudaiz disfontañ pe distroadañ ar shintoegezh : tremen a rejont gant sevel o zemploù tost d'an nevedoù shinto en ur embann ne oa ket a benndiforc'h etre an div relijion. War-dro dibenn ar marevezh Heian e tegasas an doare-se d'ober da darzherezh ar ryōbu shintō (両部神道, ryōbu shintō, "daou shinto"). Ennañ e teuas da vout ur c'hami shinto hag ur bosatsu boudaat un doue hepken.
Bloavezhioù diwezhañ ar marevezh Heian a voe puket gant ur brezel diabarzh hag a echuas gant anvidigezh Minamoto no Yoritomo (源 頼朝, Minamoto no Yoritomo) d'ar garg nevez a shogun. Pevar kantvedad a ziemglevioù diabarzh a heulias. Ambrougadur ar gristeniezh e 1549 a voe darvoud pouezusañ ar prantad-se. Met e voe kaset da get he berzh kentañ war-lerc'h drouklazhadenn he gwarezer, an aotrounez brezel galloudus, Oda Nobunaga (織田信長, Oda Nobunaga). Dindan beli ar shogunelezh Tokugawa (徳川, Tokugawa, 1603-1867), ez eas war-gresk ar voudaegezh kenkoulz hag an daoegezh hag ar goñfusouriezh-nevez sinat.
E dibenn an XVIIIvet kantved evelato, da heul luskadenn uhelidi shinto zo, Motoori Norinaga (本居宣長, Motoori Norinaga, 1730-1800) en o zouesk, e voed dedennet a-nevez d'ar C'hojiki, d'an Nihon Shoki ha da skridoù kozh ar shintô arall. A-drugarez d'ar c'hoshitsû shintô (古史通神道, koshitsû shintô) e teuas en-dro mennozh ma'z e c'hell an impalaer, evel diskennad eeun an doueez Amaterasu, bout adlakaet e penn ar jeu er sistem politikel ha bout gwarant ar galloud seveniñ, ar pezh a gasas d'ar shintoegezh Stad (国家神道, shintoegezh Stad) gant ar renevezerezh Meiji.
Shintô Stad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant adaozadur ar vonreizh e 1868 dindan an oadvezh Meiji e teu ar shintô da vout relijion ar Stad : ar c'hokka shinto (国家神道, Kokka shinto, shinto Stad). Adal 1872 e voe krouet un ofis an azeulerezh shinto (Jingikan) a-benn ma vefe lusket lidoù ha kehelerezh ofisiel hag e teuas an holl veleion da vout implijidi ar Stad. Pep keodedour a c'helle en em enrollañ evel ezel e neved tostañ (ujiko).
Ur gwir azeulerezh a voe hini impalaer Japan, diskennad an doueez Amaterasu ha bremañ penn ar Stad ha penngomandant ar Morlu hag an Arme. E 1889 e voe staliet un neved gouestlet d'an impalaer Jimmu, saver mojennel an tierniezh. Graet e vez Kashihara-jingu (橿原神宮, Kashihara-jingu) eus an neved-mañ.
A bouez bras e teuas an azeulerezh-se da vezañ da geñver emled Japan e-pad ar marevezh Showa. Evel Komandant ofisiel ar penngarter impalaer adalek 1937 e tremene an impalaer da greizenn an hakko ichiu (八紘一宇, hakko ichiu), « bodadenn eizh korn ar bed dindan un doenn nemetken ». A-drugarez dezhañ e voe reishaet an emastenn hag ar soudarderezh evit poblañs Japan. Arouezioù an impalaer a ziskoueze splann e oa kannad an doueed. E-touesk dalc'hidi heverkañ ar gelennadurezh-se e oa ar priñs Kotohito Kan'in, a oa e penn an Arme shôwa, hag ar c'hentañ ministr Kuniaki Koiso.
Kontadenn diazezadur ren Jimmu Tenno ha tiernegezh impalaer Japan a zo pouezus kenañ er shintoegezh. Liammet eo a-dost da rannvro Yamato war enez Honshū, enez veur enezeg Japan, e-lec'h m'emañ neved pouezusañ ar shinto : hini Amaterasu e Ise.
Hervez an hengoun e ren, adalek mare Jimmu betek an deiz a hiziv, war Japan diskennidi douarel Amaterasu evel impalaerion.
Betek 1945 e padas ar c'hokka shinto pa c'houlennas start ar jeneral Douglas MacArthur, penngomandant an armeoù kevredet er meurvor Habask, cheñchamenchoù zo er vonreizh ha pa lamas e c'halloudoù seveniñ digant an impalaer. Ne voe ket a relijion ofisiel e Japan ken da neuze.
Ouzhpenn se e voe ret d'an impalaer diskêriañ ne oa ket un akitsumikami, da lavaret eo un doue enkorfet. Neoazh e veze graet dreist-holl gant ar ger arahitogami (« doue bev »).
Hiziv an deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwir eo n'eo ket ar shinto relijion ar Stad ken. Chom a ra ar relijion-se bev c'hoazh e Japan avat. Ar sumo, sport broadel Japan, da skouer, a zeu eus ul lid evit kehelañ ar gamied. Gwisket eo an tredeog da skouer evel ur beleg shinto.
Sinkretegezh a zo ivez etre ar shintoegezh hag ar voudaegezh.