Zen
Neuz
Ar zen a zo ur skol a-bouez eus ar voudaegezh mahayana. Diwanet eo e Sina er VIvet kantved, gant an anv chán, hag en em ledet eo dre Viêt Nam, Korea ha Japan (tizhet en XIIvet kantved. Zen eo distagadur japanek ar ger krennsinaek 禪 Dzyen (mandarineg a-vremañ: chán) hag a zeu diouzh e du eus ar sañskriteg dhyāna hag a dalvez “embrederiañ”, “bezañ beuzet en emsoñj”)...
Lakaat a ra ar pouez war an emsoñjal evit klask tizhout ar sklêrijennadur. Evit se e kav gwelloc'h an deskiñ eus mestr da zeskad kentoc'h eget an deskiñ dre ar skridoù.