Siddhartha Gautama

Eus Wikipedia
Un delwenn eus Siddhartha Gautama e Sarnath, eus ar IVe kantved.
Siddhartha o tizhout ar Parinirvana.

Siddhartha Gautama (सिद्धार्थ गौतम e sañskriteg) a voe ur mestr speredel, un doare pastor en hanternoz Indez, er c’hwec’hvet kantved kent J.K. Eñ eo diazezour ar gredenn anvet boudaegezh. Daoust ma vez graet Bouda (Bouddha, an hini dihunet, an hini sklêrijennet) eus meur a zen all gant feizidi ar voudaegezh, e seller ouzh Siddhartha evel ar Bouda pennañ (Sammāsambuddha) hag alies ez eo diwar e benn e komzer pa lavarer ar Bouda. Krediñ a reer e oa o vevañ etre 563 kent J.K. ha 483 kent J.K.

Hervez ar gredenn e voe ganet e Lumbini, zo e Nepal hiziv. Mab e oa d’ur roue anvet Śuddhodana. Diouganet e voe e teuje ar bugel nevez-ganet da vezañ ur roue bras pe ur sant ken bras all. Pa oa 16 vloaz e timezas gant Yaśodharā hag ur mab o devoe, Rahula. Siddhartha a dremenas 29 bloaz e lez rouantelezh Kapilavastu, zo bremañ e Nepal.

Kontañ a reer e rae tad Siddhartha diouzh e wellañ evit m’en defe e vab kement tra en doa ezhomm pe c’hoant da gaout hag evit ma n’en em gavfe ket gant traoù poanius pe gant tud o c’houzañv. Daoust da se en em gavas Siddhartha un deiz dirak un den kozh ; goude se en em gavas gant un den klañv, gant ur c’horf marv o vreinañ ha gant ur manac’h o yunañ. Neuze e komprenas ne oa ket ar madoù hag ar binvidigezh palioù nemeto ar vuhez. Kuitaat a reas al lez, dilezel e wreg hag e vugel da vont da glask e vara ha da ren buhez ur penedour e Rajagaha (e Bihar hiziv). Heuliañ a rae kelennadurezh mistri speredel a ginnigas dezhañ kemer o lerc’h, met nac’h a rae bep taol rak kavout a rae dezhañ n’en doa ket tizhet ul live uhel a-walc’h c’hoazh.

Siddhartha ha pemp diskibl dezhañ a gasas an emgastiz pelloc’h c’hoazh hag en em lakaas da yunañ. Goude dont da vezañ gwan-kenañ ha prest da vervel, a lavarer, ez asantas kemer ur bannig laezh hag un tammig riz digant ur plac’h yaouank anvet Sujata, hag azezañ a reas e skeud ur wezenn-figez (Ficus religiosa) e Bodh Gaya (e stad Bihar ivez). Eno e kavas ar “sklêrijenn”, ha kompren perak e c’houzañv mab-den ha penaos en em wareziñ diouzh ar boan.

Mont a reas da Sarnath e-kichen Varanasi, hag eno e reas e brezegenn gentañ. Kreskiñ a reas niver e ziskibled buan, hag e-pad 45 bloaz e voe o vont hag o tont e hanternoz Indez da brezeg e gelennadurezh. Sevel a reas ur vreuriezh kentañ, ur Sangha, ur gumuniezh menec'h ha leanezed. E-touez e ziskibled anavezetañ emañ Sariputta, Mahamoggallana, Mahakasyapa, Ananda hag Anuruddha. Pa voe 80 vloaz ez embannas Siddartha e oa o vont d’ar Parinirvana, ur stad divarv ma kuitafe e gorf. Mervel a reas e Kuśināra (Kushinagar hiziv e stad Uttar Pradesh), en ur lavarout d’e ziskibled chom hep heuliañ rener ebet met klask heuliañ e gelennadurezh, an dharma.