Mongoled

Eus Wikipedia

Dek milion a dud zo Mongoled. Emaint o chom e Mongolia, China, Rusia dreist-holl. Komz a reont yezhoù mongolek. Ar voudaegezh tibetan hag ar chamanegezh eo o relijionoù dezho, ha minorelezhioù kristen, muzulman ha tud dizoue zo ivez. Ur bobl gantreer eo ar Vongoled.

Kenelioù liammet gant ar Vongoled eo ar c'henelioù Khalkha, Daur, Buryat, Evenk, Dorbot, Kalmyk, Oirat, Chakhar, Tumed, Ordos, Bayad, Dariganga, Urianhai, Uzemchin ha Zakhchin.

Dindan an anv Mongoled, mongoleg : Монгол Mongol, e vez bodet meur a strollad-kenel. Ur ster resis a vod ar Vongoled a implij an anv evit en em envel (Mongoled ar c'hornôg, ha re ar reter). Ur ster ledan a vod kenelioù hag a gomz ur yezh vongolek hep bezañ anvet Mongoled, ar genel gKalmyk e reter Europa en o zouez.

E-pad an 13vet kantvet e servijas da anv-stroll ur strollad bras a veuriadoù gant Genghis Khan e penn.


Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù
Hulagu Khan, Tu (pobl), Baghdad, Timur, Argad Talas, Ibn Battuta, Marco Polo, Beijing, Aloubadeg#Mongoled, Mongolia an Diabarzh, Xinjiang, Kirgizstan, Tierniezh Song, Mongoleg.
Geriaoueg wikt:
meuriad, kenel, pobl.