Tu (pobl)
Neuz
Tu | |
---|---|
Anvioù arall: Mongour, Monguor, Tsagaan mongghol | |
Poblañs | 240,000 (istim.) |
Rannvroioù gant poblañsoù pouezus | Sina: Qinghai, Gansu |
Yezh | Monguor, Wutunhua |
Relijion | Boudaegezh |
Pobloù tost | Mongoled |
An Dued (Mandarineg 土) a zo unan eus ar 56 minorelezh anavezet gant Republik Pobl Sina. E proviñs Qinghai emañ an darn vrasañ anezho, zoken ma c’heller kavout un nebeud anezho e proviñs Gansu.
Ober a reont “Mongourien” anezho o-unan, pe “Mongoled Dsagaan”, ar pezh a dalvez "Mongoled wenn". Tost-tre ez int ouzh ar Vongoled dre o orin hag o sevenadur. Evel ur vinorelezh diforc'h e renk ar gouarnamant sinaat anezho avat, rak gant Tibetaned ha Turked o deus en em vesket.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div yezh a gomz an Dued: ar mongguleg hag ar mangghuer. Yezhoù mongolek ez int hag ur skritur pinyin ispisial a zo bet krouet evito o-daou.
Munudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un Tu eo an Dalai Lama a-vremañ, Tenzin Gyatso, dre e c’hanidigezh.
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |