Kana

Eus Wikipedia
Eured Kana, taolenn gant William Brassey Hole (1906)

Kana a zo ur gêr vihan eus Galilea brudet peogwir en dije graet Jezuz e gentañ burzhud eno (Eured Kana) hervez Aviel Sant Yann (Yn 2,1-12).

Ali eo an darn vrasañ eus ar viblourien evit soñjal e oa eus ar gêr-se rak skrivet oa bet Aviel Yann evit Yuzevien o chom en Israel moarvat. N'ouzer ket pelec'h lec'hiñ ar gêr e Palestina a-vremañ koulskoude. Pemp lec'h a c'hellfe bezañ Kana ar Bibl :

Kafr Kana, en Israel (anvet ivez Kefar Kenna); Khirbet Kana, en Israel ; Karm er-Rasm, en Israel ; Ain Quana, en Israel; Qana al-Jalil, e Liban