Kafr Kana
Kafr Kana (anvet ivez Kefar Kenna) zo ur gêr arabek a 18 000 a dud (e 2006), 7 kilometrad diouzh Nazaret, e Galilea (Israel).
Ar gêr-se a vefe Kêr Gana en Aviel sant Yann (2, 1-11) : e Kana eo e kemeras perzh Jezuz en un eured gant e vamm hag e ziskibien, hag e reas e vurzhud kentañ o cheñch an dour e gwin. Div iliz a zalc'h ar soñj eus ar burzhud-se, un iliz c'hresian ortodoks hag iliz ar Frañsezidi.
Iliz ar Frañsezidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An iliz a oa bet adsavet e 1881 e plas hini vras ar Groazidi. Er skalieroù a gas d'ar chapel-dindan-douar e c'heller lenn hiziv c'hoazh en hebreeg "amañ e oa laouerioù dour", skrivet en IIIe kantved pe IVe kantved. Met kement-mañ n'eo ket ur brouenn, na kennebeut an anforenn a weler e moger ar chapel-dindan-douar, rak gouzout a reer e oa bet eno ur sinagog[1].
Iliz sant Jord
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Iliz an ortodoksed, gant he bolz wenn, he deus ivez anforennoù ken kozh all sanket er voger.
Chapel sant Bertele
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En hanternoz, pa guitaer kêr, e weler ur chapelig gouestlet da sant Bertele, anvet c'hoazh Natanael, savet e-kichen an ti lec'h ma oa bet ganet. Genidik e oa "eus Kana e Bro-C'halilea" a lavar aviel sant Yann (21, 2) hag eñ eo a zisklêrias da Filip : "Daoust hag eus Nazared e c'hell dont un dra bennak a vat ?" (Yn 1,45-51).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 26.