Naruhito
Naruhito, ganet d'an 23 a viz C'hwevrer 1960, eo impalaer Japan. Lakaet eo bet war an tron d'ar 1añ a viz Mae 2019. Dre-se ez eo bet kroget ar marevezh Reiwa. An tad, an impalaer Akihito en devoa dilezet an tron d'an 30 a viz Ebrel 2019. Naruhito eo 126vet impalaer Japan hervez an urzh hêrezh hengounel er vro.
E 1993, eo dimezet gant an diplomat Masako Owada. Ur bugel o deus, Aiko, priñsez Toshi.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Japan, ne vez ket graet anv eus an impalaer dre e anv gwirion met kentoc'h gant an droienn "E veurdez an impalaer" (天皇陛下 Tennō Heika) a zo berraet en e veurdez (陛下 Heika). Dre skrid e vez graet gant an droienn "An impalaer o ren" (今上天皇 Kinjō Tennō). Ar marevezh a grog gant ren Naruhito a zo bet anvet "Reiwa" (令和), hag hervez an hengoun e vo adanvet Impalaer Reiwa (令和天皇 Reiwa Tennō, gwelet "anv dalif") dre urzh ar c'huzulva impalaeriel goude e varv. Anv ar marevezh war e lerc'h a vo ofisiel ur wech ma vo marvet pe goude ma vefe dilezet an tron gantañ.