Rejañs
(Adkaset eus Rejant)

Maria Leopoldine Aostria, rejantez Brazil en 1822
Ur rejañs zo ur marevezh eus istor ur briñselezh, ur rouantelezh, pe un impalaeriezh, ma vez lakaet un den da ren e-lec'h an unpenn reizhveliek, pe ezvezañs (evit ober ar brezel en estrenvro, da skouer) pe re yaouank da sammañ ar galloud. Ur c'huzul rejañs a vez staliet, priñsed ha tud a renk uhel ennañ, ur rejant en e benn ha entitlet evit ober evel un unpenn.
Meur a rejañs zo bet, ken e-kerzh istor Breizh ken e-kerzh hini ar broioù all.
E Brazil[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hini Maria Leopoldine Aostria, rejantez Brazil en 1822.
E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hini Ermengarde Añjev, pa veze aet fried, an dug Alan IV, d'ober brezeloù ar Groaz.
E Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hini Anna Aostria, goude ren Loeiz XIII hag a-raok hini Loeiz XIV.
- Hini Philippe d'Orléans (1674-1723), goude ren Loeiz XIV hag a-raok hini Loeiz XV eo an hini brudetañ.
En Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E dugelezh Parma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Margherita de' Medici (1646–1648), e-pad minorelezh he mab Ranuccio II Farnese, dug Parma
- Margherita Maria Farnese (1664 – 1718), e-pad minorelezh he mab Francesco II d'Este, dug Modena.
- Dorothea_Sophie_von_der_Pfalz (1731) pa voe ezvezant he mab-bihan Carlo Iañ
- Louise d'Artois (1854–1859), e-pad minorelezh he mab Roberto Iañ.
E Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1295-1302 ha 1312-1321 : gant María de Molina, e-lec'h he mab Fernando IV Kastilha da gentañ hag he mab-bihan Alfonso XI Kastilha da c'houde.
- 1665-1675: gant Maria Anna Aostria (1634-1696), mamm Carlos II,
- 1823: Savet ur rejañs abalamour da aloubadeg arme c'hall Napoleon echuet gant distro Fernando VII
- 1833-1840: Rejañs Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), evit he merc'h Isabel II betek miz Here 1840.
- 1840-1843: Rejañs ar jeneral Baldomero Espartero evit Isabel II
- 1869-1871: Rejañs Francisco Serrano goude kouezhet Isabel II
- 1885-1902: Rejañs Marie-Christine de Teschen evit he mab Alfonso XIII