Kammdro en Ankeu
Kammdro an Ankoù | |
---|---|
Titl orin | Kammdro en Ankeu |
Aozour | Loeiz Herrieu |
Doare | Testeni istorel |
Embanner | Stumm Brezhoneg:
Stumm gallek:
|
Deiziad embannadur | Ebrel 1933 - Azvent 1942 |
Yezh | Brezhoneg |
Bro | ![]() |
kemmañ ![]() |
Kammdro en Ankeu, Kammdro an Ankoù, stumm gallek "Le tournant de la mort" a zo ul levr skrivet gant Loeiz Herrieu. Un dastumadenn eo eus al lizhiri en devoa bet skrivet d'e wreg Loeiza er Meliner e-pad ar C'hentañ Brezel-bed, e stumm notennoù brezel a-zeiz da zeiz eo kinniget an danvez a gaver el levr. Skrivet eo bet gant an aozour e brezhoneg Gwened.
Temoù bras al levr ouzhpenn kontañ rik gwirvoud brezel Loeiz Herrieu a zo follentezh ar brezel, drochiri aozadur al lu c'hall hag ar boan da vezañ soudard pell eus e vro hag e familh.