Mont d’an endalc’had

Emgann Melle

Eus Wikipedia
Emgann Melle
Tamm eus Brezel-bed kentañ
Maread 9-11 Here 1914
Lec'h Melle
Disoc'h trec'h ar C'hallaoued ha Belgiz
Emgannerien
Belgia
Bro-C'hall
Impalaeriezh alaman
Pennoù-brezel

Amiral Ronarc'h
Jeneral Jung
Kolloù
soudard
Belgia : 8
Bro-C'hall : 12
soudard
Impalaeriezh alaman : 300
Monumant d'ar vartoloded ag ar Vrigadenn Ronarc'h e Melle.

Emgann Melle a c'hoarvezas e penn-kentañ ar Brezel-bed kentañ, adalek an 9 betek an 11 a viz Here 1914, e Melle (Belgia) hag er c'hêriadennoù tro-dro. Ar Vrigadenn Ronarc'h ha Belgiz en em gannas a-enep d'al Lu alaman en ur zifenn bourc'h Melle. Pal ar Fransizion ha Belgiz a oa derc'hel digor an hent evit ma c'hellje al lodennoù bras eus Lu Belgia tost kelc'hiet en Antwerpen achap betek Kornôg-Flandrez. Dont a rejont a-benn. Ar Vrigadenn Ronarc'h a gollas daouzek martolod (bet lazhet), un hanter-kant bennak a voe gloazet hag unan a voe prizoniet d'an Alamaned. Lazhet e voe eizh soudard belgiat da nebeutañ. E-tro tri c'hant soudard alaman a voe lazhet en afer.