Kaiserliche Marine

Eus Wikipedia
Banniel ha skoed ardamez Morlu Impalaeriezh Alamagn
Banniel Morlu Impalaeriezh Alamagn (1892–1903)
Banniel Morlu Impalaeriezh Alamagn (1903-1919)

Morlu Impalaeriezh Alamagn (alamaneg: Kaiserliche Marine, "Morlu Impalaeriel") a oa ur morlu krouet gant an Impalaeriezh alaman. Padet e oa etre 1871 ha 1919, ganet diwar ar Morlu prusian dister (adalek 1867 Norddeutsche Bundesmarine), a oa bet savet da gentañ evel ur flodad difenn arvorel. An impalaer Wilhelm II en doa diorroet kalz ar morlu hag e gefridioù. Penn diazez ar morlu impalaeriel alaman a oa an amiral Alfred von Tirpitz, en doa gwellaat ha brasaat ar morlu. Ouzhpenn-se en devoa adimplijet mennozhioù ha kadoniezhoù ar prederour brezel stadunanat Alfred Thayer Mahan.

An disoc'h a oa bet ur redadeg etre ar Morlu alaman hag ar Royal Navy saoz, pa oa hini an Alamanted o tont da vezañ un nerzh milourel war vor kreñv. Deuet e oa a-benn da vezañ an eil morlu er bed, just a-dreñv ar Royal Navy. E-pad ar C'hentañ Brezel-bed e oa bet riñset ar morlu alaman war c'horre; e-pad an emgann meur nemetañ, Emgann Jutland, ne oa bet trec'her anat ebet. En desped da-se, ar flodad listri-spluj hag a oa bet diwanet kalz e-pad ar brezel a oa bet efedus-tre hag a blante bec'h war linennoù pourvezioù Breizh-Veur. E 1919, listri-brezel ar Morlu impalaeriel alaman a oa bet roet d'ar Gevredidi, met a oa bet kaset d'ar strad e Scapa Flow gant ar vartoloded alaman o-unan.

An holl vigi brezel eus ar C'haiserliche Marine a oa e deroù o anv gant an teir lizherenn SMS, evit Seiner Majestät Schiff.