Emgann Diksmuide
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emgann Diksmuide | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel-bed kentañ | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Belgia Bro-C'hall | Impalaeriezh alaman | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Koronal Meiser Amiral Ronarc'h | Alberzh a Wurtemberg | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
5 000 6 000 | 30 000 | ||||||
Kolloù | |||||||
soudard, nannsoudard | soudard |
Emgann Diksmuide a zo ul lodenn eus emgannoù an Ijzer. Un emgann eus ar Brezel-bed kentañ eo, c'hoarvezet e Diksmuide (Flandrez Belgia) adalek an 16 a viz Here 1914 betek an 10 a viz Du 1914 .
Ar Vrigadenn Ronarc'h, un unanad milourel ag ar Morlu gall gant ur yoc'h Bretoned enni, a gemeras perzh en emgann, a-gevred gant ar Rejimant Kerzh Tennataerion Senegalat (e gwirionez, ur batailhon eus Maroko hag unan ag Aljeria) eus al Lu gall hag ur vrigadenn eus Lu Belgia gant an 11vet hag an 12vet Rejimantoù a Linenn (hemañ dindan urzhioù ar C'horonal Jules Jacques) enni hag ar C'horonal Jean-Baptiste Meiser en he fenn.
Pal al lu alaman a oa treuziñ ar stêr Ijzer evit mont davet Dukark.
Dodengang
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bouzellenn ar Marv (Dodengang) a zo un hollad fozioù eus ar brezel a zo bet miret e Kaaskerke, ar gumun e-kichen, stag bremañ ouzh kumun Diksmuide.
-
Bouzellenn ar Marv, hag ar monumant d'ar re lazhet er brezel
-
Diksmuide Fozioù-difenn hiziv-an-deiz