Emil Oskar Nobel

Eus Wikipedia
Emil Oskar Nobel,
poltredet er bloavezhioù 1860.

Emil Oskar Nobel (skrivet raloc'h Emil Oscar Nobel), ganet d'an 29 a viz Here[1] 1843 e Sant-Petersbourg hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gwengolo 1864, a oa un ezel eus ar familh Nobel. Mab yaouankañ Immanuel Nobel, bet gant e wreg Caroline Andrietta Ahlsell[2]. Bez' e oa breur da Robert Nobel, Ludvig Nobel ha breur yaouankañ Alfred Nobel[3].

Emil Nobel a voe lazhet d'an 3 a viz Gwengolo 1864 gant ur pikol tarzhadenn pa oa oc'h arnodiñ nitroglikerin e labouradeg e dad e Heleneborg, Stockholm. Goude ar gwallzarvoud marvus e reas e vreur Alfred e seizh gwellañ evit stabilaat an dinamit gant kieselguhr[4]. N'edo ket Alfred el labouradeg pa varvas e vreur Emil.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]