Christian IV Danmark

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Christian IV, poltred gant Pieter Isaacsz

Christian IV (12 a viz Ebrel 1577 – 28 a viz C'hwevrer 1648) a oa Roue Danmark ha Norge en amzer ma oa unannet an div vro, ha dug Holstein ha Schleswig, adalek 1588 betek 1648. E-pad 59 bloaz e renas, gant-se eo bet ar roue en deus renet ar pellañ en istor Danmark, hag en istor broioù Skandinavia zoken.

Eus an tiegezh Oldenburg e oa Christian IV ha mab e oa da Frederik II Danmark (1534-1588) ha Sophie von Mecklenburg-Güstrow (1557-1631). Ren a reas war Danmark adalek 1596 pa ne oa nemet 19 vloaz. Soñj a zalc'her anezhañ evel ur roue oberiant ha youlek ; roet en doa lañs da veur a dra evit adkempenn e rouantelezh. Sevel a reas un toullad kestell ha kreñvlec'hioù, gant sikour ijinourien deuet eus an Izelvroioù. Er verdeadurezh vrezel e tremenas an niver a listri eus 22 e 1596 da 60 e 1610, ha lod anezho treset gant ar roue e-unan. Kas a reas war-raok ar c'henwerzh war vor. D'ar c'houlz-se e voe savet Kompagnunezh Danat Indez ar Reter ha diazezet un drevadenn e Trankebar, war aod gevred India.

Stabil ha pinvidik e voe e rouantelezh, evel ma ne oa bro all ebet en Europa en amzer-se.[1] Kemer a reas perzh e meur a vrezel koulskoude, evel da skouer ar Brezel Tregont Vloaz (1618–48), ma voe drasted ul lodenn vat eus hanternoz Alamagn hag a goustas ker da Zanmark.[2]

Meur a gêr a voe lakaet en e anv, evel da skouer kêr-benn Norvegia, Oslo, a zeuas da vezañ Christiania, pe Christianssand ur porzh e Norvegia ivez, pe c'hoazh Christianstad, bremañ e su Sveden.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Paul D. Lockhart, Denmark, 1513-1660: the rise and decline of a Renaissance monarchy (2007).
  2. Paul D. Lockhart, Denmark in the Thirty Years’ War, 1618-1648: King Christian IV and the Decline of the Oldenburg State (1996)