Corfitz Ulfeldt

Eus Wikipedia
Corfitz Ulfeldt

Corfits Ulfeldt (10 Gouhere 1606 – 20 C'hwevrer 1664) a oa ur politiker danat (den a stad a lavared en amzer-hont) mab d'ar c'hañseller Jacob Ulfeldt. Kaset e voe d'ober e studi d'an estrenvro, ur bloavezh a dremenas gant Cesare Cremonini e Padova, ha distreiñ d'e vro e 1629.

War hent ar galloud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred Leonora Kristina gant Karel van Mander, Mirdi Frederiksborg.

En 1637 e timezas Ulfeldt da Leonora Christina (1621–1698), merc'h d'ar roue Christian IV Danmark, a oa prometet dezhañ abaoe he nav bloaz.

Ulfeldt a oa un den debret gant ar c'hoant uhelaat e lez Denmark, tost d'e wenneien, divezh ha dizenor. Kiriek e voe d'ar faezhadenn e Brezel Sveden, etre 1643 ha 1645, ha pa voe sinet Feur-emglev Brömsebro e savas tabut bras etre ar Roue hag eñ. Daoust da se ne voe ket kaset Ulfeldt kuit.

E Kerzu 1646 e voe kaset da gannad da Den Haag, ma tispignas forzh arc'hant. Pa zistroas da Zanmark e miz Gouhere 1647 e kavas ar roue fuloret ruz. Harpet e voe Ulfeldt gant ar Rigsråd hag an uhelidi.