Kristianstad
Neuz
Kristianstad (distaget [kriˈɧanːsta] e svedeg, skrivet gwechall Christianstad) zo ur gêr eus kreisteiz Sveden, e kontelezh Skåne. E 2010 e oa 35 711 a dud o chom enni.
Savet e voe Kristianstad e 1614 gant ar roue danat Christian IV, goude Brezel Kalmar. Anvet e voe ar gêr nevez "kêr Christian" en enor da roue Danmark. Savet e voe evit difenn proviñs danat Skania ouzh tagadennoù Svediz hag evel un arouez eus galloud ar roue.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù he deus Kristianstad gant ar c'hêrioù-mañ :[1]
Šiauliai (Lituania)
Espoo (Finland)
Køge (Danmark)
Kongsberg (Norvegia)
Rendsburg (Alamagn)
Skagafjörður (Island)
Budafok (Hungaria)
Koszalin (Polonia)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Twin Cities. Kristianstad. Kavet : 03 Ebrel 2015.