Mont d’an endalc’had

Kirsten Munk

Eus Wikipedia
Kirsten Munk, poltredet gant Jacob van Doordt (1623)

Kirsten Munk (pe "Christina Munk") (1598–1658) a oa ur briñsez danat hag eil pried ar roue Christian IV Danmark. Daouzek bugel o doe.

He buhez, he dimeziñ morganatek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa Kirsten Munck da Ludvig Munck (1537–1602) ha da Ellen Marsvin (1572–1649), noblañsed pinvidik hogen hep titl ebet. He mamm, a intañvezas e 1611 evit an eil gwech, a oa brasañ perc'henn Fyn. A-raok leuskel he merc'h Kirsten etre pavioù ar roue Christian e klaskas ar vamm lakaat ar roue da zimeziñ dezhi.