Ernst von Salomon
Ernst Friedrich Karl von Salomon (25 a viz Gwengolo 1902 - 9 a viz Eost 1972) a zo ur skrivagner alaman, muntrer Walther Rathenau.
Ganet e oa e Kiel, mab e oa d'un ofiser eus an arme. Adalek 1913 e voe kadett e Karlsruhe hag e Berlin-Lichterfelde; e 1919 ez eas d'ar Freikorps ("Korf Dieub") en arvor ar Mor Baltek, ma en em gannas ouzh ar Volcheviked. Goude ez eas da stourm ouzh emsavidi bolonat e Silezia Uhel.
Perzh a gemeras en aozadur enepyuzev Organisation Consul, en amzer Republik Weimar. E 1922 e voe kondaonet da bemp bloaz toull-bac'h abalamour m'en doa kemeret perzh e muntr ar politikour (a orin yuzev) Walther Rathenau — pourchaset en doa ur c'harr d'ar vuntrerien. E 1927 e voe kondaonet adarre, ha dieubet.
Perzh ebet ne gemeras er vuhez politikel dindan an nazied.
Bac'het e voe gant an Amerikaned, eus 1945 da 1946.
E 1951 ec'h embannas Der Fragebogen
Mervel a eure Salomon e Stoeckte e-kichen Winsen, nepell diouzh Hamburg.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Die Geächteten (1930), romant savet diwar enñvorennoù Ernst von Salomon evel Freikorpskämpfer.
- Die Stadt (1932)
- Die Kadetten (1933)
- Putsch (1933)
- Der Fragebogen (1951).