Lanneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Beg Penn ar Roz (Breizh).

Ul lanneg, pe ul lann, a zo un dachennad douar goloet a lann. E gwirionez e vez ouzhpenn lann, rak un ekosistem a ya d’e ober un toullad plant, bihan o ment, anezho brousgwez a gresk war un douar treut, trenk hag oligotrofek alies. Brug a vez ivez en douaroù treut-se, ha da neuze e c'haller ober brugeg eus an tachennoù goloet gante.

Boutin ez int er c'helc'hiad neotrovanel hag en Afrika met o c'havout a reer ivez e norzh ha kornôg Europa, e norzh Aostralia, e norzh Amerika, e kreiz Azia hag en India.

Skeudennoù[kemmañ]