Varus

Eus Wikipedia
Varus trec'het (2003), delwenn gant Wilfried Koch e Haltern am See, en Alamagn.

Publius Quinctilius Varus[1] (ganet war-dro 46 kent JK, marvet en 9 goude JK) a oa ur jeneral ha politikour roman en amzer Aogust.

Mab e oa da Sextus Quinctilius Varus, stag ouzh ar gostezenn republikan.

Distrujet e voe e deir lejion e Germania gant Germaned Arminius en emgann Teutoburg er bloaz 9

Hervez Suetonius (Vita Divi Augusti, 23.49) e veze lavaret Vare, Vare, redde mihi legiones meas ! (Varus, Varus, daskor ma lejionoù din!) gant an impalaer Aogust a-greiz e gousk.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Velleius Paterculus ha Dion Cassius a skriv e oa Quintilius gens an den, oberourien all a skriv Quinctilius.