Mont d’an endalc’had

Christlich Demokratische Union Deutschlands

Eus Wikipedia
(Adkaset eus CDU)
Logo CDU
Sez CDU e Berlin

Unvaniezh kristen-demokrat Alamagn (Christlich Demokratische Union Deutschlands, CDU) a zo ur strollad politikel alaman savet e 1945. Strollad politikel pennañ an tu-dehou alaman eo, stag ouzh al luskad kristen-demokrat european. En Alamagn a-bezh e kaver CDU, nemet e Bavaria ma kaver CSU (unvaniezh kristen-sokial). Kenlabourat a ra an daou strollad er c'hevredad alaman dindan an anv CDU/CSU. Abaoe dilennadegoù 2005 ez eo Angela Merkel, ha hi prezidantez CDU, hag a zo kañsellerez Alamagn. Ur gouarnamant a genunvaniezh ennañ izili CDU ha re SPD eo.

Bodadeg-veur CDU da lidañ 5vet deiz-ha-bloaz ar strollad e 1950

Goude diskar an Trede Reich e 1945 e voe savet CDU e Berlin hag e Rheinland. Peuraozet e voe ar strollad etre 1945 ha 1949, ha peurunvanet en Alamagn a-bezh e 1950. Ul lodenn vras eus izili CDU (Konrad Adenauer en o zouez) a oa bet er Zentrum, ur strollad politikel levezonet gant ar gatoligiezh, a oa anezhañ a-raok an Eil Brezel-Bed. Katoliked ha protestanted a gaver e CDU.

Ken abred hag e 1949 e teuas da vezañ strollad politikel pouezusañ Republik Kevreadel Alamagn. Ur politikerezh levezonet gant an denelouriezh kristen, etre komunouriezh ha kevalaouriezh eo a oa kinniget gant CDU. Konrad Adenauer, hag eñ prezidant CDU, a zeuas da vezañ kentañ kañseller Alamagn ar C'hornôg goude ar brezel. Lakaat a reas Alamagn da gemer perzh e Kumuniezh Europa ar glaou hag an dir hag e Kumuniezh Ekonomikel Europa. Kañseller e voe ivez da vare ar burzhud ekonomikel er bloavezhioù 1950 ha 1960. Kenlabourat a reas CDU gant FDP, met etre 1966 ha 1969 e rankas mont e-barzh gouarnamantoù a genunvaniezh veur gant izili SPD. Goude-se e chomas pell diouzh ar galloud betek 1982, pa voe kaset gant Helmut Kohl. Ar c'henlabour gant FDP a gendalc'has, ha kemmoù a voe degaset : frankizour e teuas CDU da vezañ, oc'h embann e oa ret degas kemmoù da batrom ar Roen a-benn heuliañ lusk armerzh ar bed. Brudet mat e voe Kohl a-drugarez da adunvanidigezh Alamagn e 1990.

Helmut Kohl e Brandenburger Tor pa voe digoret an harzoù etre BDR ha DDR e miz Kerzu 1989

Koulskoude e koustas ker, ha pignat a reas aniver a dud dilabour. Kendeuzet e voe CDU ha CDU DDR e 1990. Trec'h e voe CDU en dilennadegoù kannad e 1990 hag e 1994, ha Kohl a chomas kañseller.

Angela Merkel

Trec'het e voe CDU gant SPD e 1998. CDU a savas a-du pa lakaas Edmund Stoiber (prezidant CSU) e anv da vezañ kañseller e 2002, met daoust ma voe tapet muioc'h a vouezhioù gant an emglev CDU-CSU e teuas a-benn SPD da chom e penn ar galloud peogwir e oa kevredet gant Bündnis '90/Die Grünen. Angela Merkel eo a gasas kabal CDU e 2005. Ne savas ket a-du holl izili CDU ganti, peogwir e kave dezho e oa re frankizour ar pezh a ginnige. Trec'h e voe CDU, met bihan-tre e voe an diforc'h a-fet mouezhioù, neuze e voe rediet da asantiñ ur gouarnamant an genunvaniezh vras gant SPD.

Pennoù-bras CDU

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1949 - 1966 : Konrad Adenauer
  2. 1966 - 1967 : Ludwig Erhard
  3. 1967 - 1971 : Kurt Georg Kiesinger
  4. 1971 - 1973 : Rainer Barzel
  5. 1973 - 1998 : Helmut Kohl
  6. 1998 - 2000 : Wolfgang Schäuble
  7. 2000 - 2018 : Angela Merkel
  8. 2018 - 2021 : Annegret Kramp-Karrenbauer
  9. 2021 - : Armin Laschet

Sekretourien-veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 7 a viz Du 1998 - 10 a viz Ebrel 2000 : Angela Merkel
  2. miz Du 2000 - 22 a viz Kerzu 2004 : Laurenz Meyer
  3. 24 a viz Genver 20051añ a viz Kerzu 2005 : Volker Kauder
  4. 20 a viz C'hwevrer 2006 - : Ronald Pofalla

Gouarnamantoù Alamagn ma kemeras perzh izili CDU

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili CDU e penn Stadoù (Länder) Alamagn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv Land Abaoe
Günther Oettinger Günther Oettinger Baden-Württemberg Baden-Württemberg 21 a viz Ebrel 2005
Ole von Beust Ole von Beust Hamburg Hamburg 31 a viz Here 2001
Roland Koch Roland Koch Hessen Hessen 7 a viz Ebrel 1999
Christian Wulff Christian Wulff Saks-Izel Saks-Izel 4 a viz Meurzh 2003
Jürgen Rüttgers Jürgen Rüttgers Nordrhein-Westfalen Nordrhein-Westfalen 22 a viz Even 2005
Peter Müller Saarland Saarland 29 a viz Gwengolo 1999
Stanislaw Tillich Stanislaw Tillich Saks Saks 28 a viz Mae 2008
Wolfgang Böhmer Saks-Anhalt Saks-Anhalt 16 a viz Mae2002
Peter Harry Carstensen Peter Harry Carstensen Schleswig-Holstein Schleswig-Holstein 27 a viz Ebrel 2005
Dieter Althaus Dieter Althaus Thüringen Thüringen 5 a viz Even 2003

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.