Volkswagen

Eus Wikipedia
Logo Volswagen

Volkswagen (alamaneg a dalvez : karr ar bobl), ar stumm berraet VW a zo anavezet ivez, a zo ur merk kirri-tan alaman bet krouet e 1936 gant Ferdinand Porsche. Perc'hennet eo gant Volkswagen AG. Ferdinand Piëch eo a zo prezidant kuzul evezhiañ an embregerezh.

Volkswagen Käfer, karr brudetañ Volkswagen
Volkswagen Golf VI

Gwerzhañ kirri er bed a-bezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh kentañ c'hwec'hmiziad 2008 e voe gwerzhet 3,27 milion a girri er bed gant an embregerezh Volkswagen (merkoù Volkswagen, Audi, Seat, Skoda). Er pevare renk e roll an embregerezhioù sevel kirri e oa neuze Volkswagen, war-lerc'h Ford.

Dasparzh ar gwerzhañ :

  • Europa= 1,84 milion a girri gwerzhet, 534 000 anezho en Alamagn ha 282 000 anezho (+19% dindan 6 miz) e Kreiz Europa hag en Europa ar Reter.
  • Er broioù o tiorren: Sina = 531 600 karr (+23% dindan 6 miz), Brazil = 316 000 karr gwerzhet, (+22%)[1]. Gant kresk ar gwerzhañ er broioù o tiorren ez eo deuet Volkswagen da vezañ eil embregerezh sevel kirri ar bed, dirak Ford.

Kirri Volkswagen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kirri bet savet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kirri bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Concept-car[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.