Volkswagen (embregerezh)
Neuz
Volkswagen AG (AktienGesellschaft, alamaneg a dalvez kevredad dre gevrannoù) a zo ur stroll embregerezhioù sevel kirri krouet e 1937. E Wolfsburg (Saks-Izel, Alamagn) emañ sez ar stroll. 18% eus kevrannoù ar stroll a zo perc'henn gant Land Saks-Izel. Savet ez eus bet ul lezenn a vir ouzh ar gevranneien all a gaout kement a vouezhioù hag al Land, daoust ma c'hallont bezañ perc'henn war muioc'h a gevrannoù.
Ar stroll embregerezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe an 18 a viz Kerzu 2009 (hag an tostaat da Porsche SE) ez eus perc'hennet 17% eus kevrannoù Volkswagen AG gant ar C'hatar dre Qatar Holdings[1].
Perc'hennet eo ar merkoù da-heul gant ar stroll embregerezhioù :
- Audi (Alamagn), abaoe 1969 (bet Auto Union, NSU, Horch, Wanderer, DKW)
- Bentley (Rouantelezh-Unanet), abaoe 1999. Perc'henn ivez war ober war-dro ar c'hirri Rolls-Royce bet savet a-raok 2003
- Bugatti (Frañs, Elzas), abaoe 1998
- Lamborghini (Italia), abaoe 1998
- Seat (Spagn), abaoe 1986
- Škoda (Republik Tchek), abaoe 1991
- Volkswagen (Alamagn)
- Volkswagen Nutzfahrzeuge, kirri gwazadur
Daoust ma n'emañ ket ar muiañ eus ar c'hevala en e zalc'h e talc'h ivez :
- Scania (Sveden), kirri-samm, abaoe 2001
- MAN, kirri-samm, abaoe 2006
- 49,9 % eus Porsche, abaoe miz Kerzu 2009[2]
- 19,9 %, eus Suzuki abaoe miz Kerzu 2009[3]
Sifroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sifroù 2008
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 6,2 milion a girri savet
- kengreadur : 113,808 miliard a euroioù
- disoc'h goude bezañ paeet an tailhoù : 6,272 miliard a euroioù
- 369 900 implijiad
- 60 lec'hienn sevel kirri, e 19 bro disheñvel
- Kirri gwerzhet e 153 bro
- Lodenn eus ar marc'had bedel : 12,1 %
- Lodenn eus marc'had Europa : 18,9 %
Sifroù 2010
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 7,2 million a girri savet
- kengreadur : 126,9 miliard a euroioù
- disoc'h goude bezañ paeet an tailhoù : 7,1 miliard a euroioù
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Les Échos http://www.lesechos.fr/info/auto/reuters_00214949-le-qatar-detient-17--des-droits-de-vote-de-volkswagen.htm Les Echos, 18 a viz Kerzu 2009
- ↑ Les Echos http://www.lesechos.fr/info/auto/reuters_00215425-vw-ne-prevoit-pas-d-autres-achats-strategiques-dans-l-immediat.htm, 20 a viz Kerzu 2009
- ↑ Les Echos http://www.lesechos.fr/journal20091210/lec1_une/020261804156-avec-suzuki--volkswagen-fait-jeu-egal-avec-toyota.htm 10 a viz Kerzu 2009
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |