Gwened Tolpad
Neuz
Gwened Tolpad[1], a oa anvet Kumuniezh tolpad-kêrioù Bro-Wened a-raok ar bloaz 2010, a oa ur gumuniezh tolpad-kêrioù e departamant ar Mor-Bihan, e Breizh. Krouet e voe e 2000. D'ar 1añ a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant div etrekumuniezh-all.
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]24 c'humun a yae d'ober Gwened Tolpad.
Kendeuzet e voe kumunioù Teiz ha Noaloù d'ar 1añ a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez, Teiz-Noaloù.
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ya d'ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D'an 29 a viz Ebrel 2010 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kumuniezh tolpad-kêrioù Bro-Wened.
Deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E distro-skol 2015 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 1201 skoliad (6,9 % eus skolidi an tolpad-kêrioù evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[1]