Aradon
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Aradon | ||
---|---|---|
![]() | ||
An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Arradon | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Gwened-2 | |
Kod kumun | 56003 | |
Kod post | 56610 | |
Maer Amzer gefridi | Antoine Mercier 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwened | |
Lec'hienn web | www.arradon.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 369 ann. (2016)[1] | |
Stankter | 290 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 22 m bihanañ 0 m — brasañ 61 m | |
Gorread | 18,49 km² | |
kemmañ ![]() |
Aradon (distaget [aʁaˈwɔn] er vro) a zo ur gumun eus kanton Gwened-2 e * departamant ar Mor-Bihan.
Taolenn
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War ar pleg-mor Mor-Bihan emañ ar gumuniezh Aradon.
Kumunioù amezek da Aradon a vez : Baden; Ploveren; Gwened; Sine.
An aod hag an inizi a vez war borzh ar gumuniezh :
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marteville & Varin : "Ar-raden = la fougère".
- Embannadurioù Flohic (1996) : "probablement d'origine gauloise, en tout cas avec le final dunum, pour le sens de forteresse. Certains font le rapprochement avec le ratz, le passage".
- Hervé Abalain (2000) : "Aradon, 1387 ; de are = devant, et dunum = forteresse".
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Palefarzhet; ouzh 1, en sabel e deir treustell en argant; ouzh 2, en glazur, e vag-lien greet en argant, e voug-heol loc'hant ouzh konk kleiz ar gab; ouzh 3, en sabel e seizh mailhenn en argant, 3, 3, 1; ouzh 4, en argant, e vrizhenn erminig en sabel.
Kuzul ar Gumun, 26.02.1988, reizhet 05.06.1992.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Savet e voe parrez Aradon diwar ul lodenn eus parrez Ploveren met n'ouier ket pevare.
- Edo Enizenac'h e parrez Aradon a-raok dont da vout emren[2].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Aradon e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Aradon gant pemp kumun ennañ: an Arzh, Aradon, Baden, Enizenac'h ha Ploveren; e Bann Gwened e oa; dilamet e voe kanton Aradon ha lakaet e voe Aradon e Kanton Gwened-Kornôg gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Aradon en Arondisamant Gwened e 1800[3][4].
- He ferson, Le Galliot, a nac'has al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù e 1791.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezelioù: 62 waz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel e-pad ar Brezel-bed kentañ (d.l.e. 5,83 % eus he foblañs e 1911), 24 e voent e-pad an Eil Brezel-bed, daou e-pad Brezel Indez-Sina ha tri e e-pad Brezel Aljeria[5].
- Eil Brezel-bed: daou ezel ag ar Rezistañs a voe fuzuilhet gant an Alamaned er gumun d'an 31 a viz Gouere 1944[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Taol-vaen Kerhañri.
- Taol-vaen ar Roc'h.
- Krugell Sant-Gales, bet furchet adalek 1854.
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kenkizoù galian-roman er Lodoù, e Penn-ar-Maen, Rogeltaz, Bourjerell ha Kervoyer.
Milinoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Milinoù-avel e Pont-Stêr, Gras-er-Velin, Kerbeleg (XVIIvet kantved), ha div c'hoazh en enez an Iruz.
- Milinoù-dour e Pont-Stêr hag er Baludenn (XVIIIvet kantved).
Annezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell Porse; implijet e voe e-pad an Eil Brezel-bed gant an Alamaned da verniañ dafar. C'hwezhet e voe an tan ennañ gante p'edont o tec'het e miz Eost 1944 ha distrujet e voe razh.
- Manerioù Kerhad (XVvet kantved), Kerbileved (XVvet-XVIvet kantved), Rogeltaz (XVIIvet kantved), Lokeltaz, Moreag, Trevelin (XIXvet kantved), Langad hag ar Razh (XIXvet kantved).
- Kenkiz Bagatelle (1878).
Savadurioù relijiel katolik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Pêr, bet savet e 1885-1887; ouzhpennet e voe ar gorzenn e 1901.
- Chapel Sant Pêr, er vourc’h, bet iliz ar barrez gwechall, savet er XVvet kantved.
- Chapel Santez Barba.
- Chapel Sant Varzhin, er Voustoer.
- Prioldi ar Visenn.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1800 | 1812 | Mathurin Cloerec | ||
1812 | 1815 | Nicolas Crequer | ||
1815 | 1820 | Jean Cloerec | ||
1820 | 1844 | Pierre Le Rohellec | ||
1844 | 1848 | Pierre Le Guen | ||
1848 | 1857 | Pierre Le Gouguec | ||
1857 | 1858 | Pierre Le Guen | ||
1858 | 1876 | Michel Cloerec | ||
1876 | 1893 | Jean-Louis Le Rohellec | ||
1893 | 1929 | Frédéric Jegat | ||
1929 | 1929 | Alban Boleis | ||
1929 | 1935 | Jean Le Drevo | ||
1935 | 1945 | Jean-Marie Jollivet | ||
1945 | 1955 | Léonce Franco | ||
1955 | 1971 | Ferdinand Loysel | ||
1971 | 1995 | François Jarlegan | ||
1995 | 2008 | André Gall | Strollad Sokialour Gall | |
2008 | 2014 | Dominique Mourier | tu-kleiz, distrollad | |
meurzh 2014 | → bremañ | Antoine Mercier | tu-dehoù | Retredad |
Tud bet ganet en Aradon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean Marion, beleg, person Edig, skrivagner, e 1759.
- Eugène Riguidel, moraer, e 1940.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrioù talvoudus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Joseph-Marie Le Mené, Histoire du diocèse de Vannes, 1891
- ↑ Cassini - EHESS - Aradon - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, ar Faoued, 2006, pajenn 21.
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 353