Mont d’an endalc’had

Eugène Riguidel

Eus Wikipedia
Eugène Riguidel
Ganet 14 a viz C'hwevrer 1940
Aradon

Eugène Riguidel a zo ur moraer breizhat, sportour ha stourmer politikel. Ganet eo bet en Aradon d'an 14 a viz C'hwevrer 1940. Gounezet en deus ar Redadeg Treuzatlantel Bagoù dre lien a-zaou e 1979.

War dachenn ar sport

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1971 : kentañ er redadeg bagoù-dre-lien Cape Town-Rio de Janeiro

1974 : kentañ e redadeg an Aurore

Marzhus eo bet e drec'h er redadeg treuzatlantel a-zaou e 1979 : erruet eo gant Gilles Gahinet war VSD gant 5 munutenn ha 42 eilenn lañs war Paul Ricard leviet gant Éric Tabarly ha Marc Pajot.

1981 : kentañ e trede tennad ar Whitbread, brudetañ redadeg bagoù-dre-lien, war Mor Bihan a oa ur vag bet ijinet ha savet gant tri den yaouank goude mizvezhioù labour. Seizhvet e voe Mor Bihan e fin ar redadeg, tremen 50 000 km dezhi, eilvet e rummad ar bagoù dindan 40 troadad, Trizekvet oc'h erruout (amzer "kriz") diwar 20 pa oa bet 29 ferzhiad.

1983 : eilvet e redageg treuzatlantel a-zaou an Oriant-Bermuda-an Oriant war William Saurin, un trimaran 27,10 gant Jean-François Le Menec.

E sell war ar gevredigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paouez a reas e 1985 da gemer perzh e kevezadegoù. Ne felle ket dezhañ plegañ da redioù ar sport a live uhel na da c'hoari ar media. Gwelloc'h dezhañ bevañ paour met dieub. Skrivet en deus « Ne c'houlenner ket ar frankiz. Bez ' ez eus anezhi, ret eo he c'hemer hag he bevañ. » e danevell e veaj d'ar Chiapas, embannet e 1997.

Kemer a reas perzh e redadegoù bagoù-dre-lien evel amatour ("jangadas" Brest, redadeg Enizenac'h).

War dachenn ar politikerezh emañ etre an anarkouriezh hag ar stourm ekologel (besprezidant kevredigezh "Ar Peulvanoù dieub" (Les menhirs libres) eo. Harzet eo bet e 2006 evit bezañ kemeret perzh e manifestadegoù enepnukleel.

E miz Eost 2014 e roas e skoazell d'ar gevredigezh Sea Shepherd a zifenn ar morhoc'hed penn-ront en Inizi Faero.

Skoazellañ a ra ingal rouedad skolioù Diwan.

Resevet en deus Kolier an Erminig d'an 19 a viz Gwengolo 2015 e Gwened.

  • Deux pour vaincre gant Gilles Gahinet, embannet e 1979.